Aviel Lukaz 24:44
Hag é lavaraz d’ézhô: Chétu pétrâ em eûz lavared d’é-hoc’h pa édounn c’hoaz gan-é-hoc’h, pénaoz é oa réd ma vijé sévénet kémen̄d a zô bét skrivet é lézen Moizez, gan̄d ar Broféded, hag er Salmou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
43Ha goudé béza debret dira-z-hô, é kéméraz ann dilerc’h hag hé rôaz d’ézho:
45Neûzé e tigoraz hô spéred évit ma poelchen̄t ar Skrituriou.
Cross References
Leviticus 16:2Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄, ô lavarout: Lavar da Aaron, da vreûr, n’az ai két é péb amzer er san̄tuar a zô é-diabarz ar wél dirâg ar goulc’her a c’hôlô ann arc’h, évit na varvô két; rag en em ziskouéza a rinn er goabren war ann orakl;
Numbers 35:25É vézô laosket ével eunn dén didamall, eûz a zourn ar ven̄jer, hag é vézô kaset adarré dré varn d’ar géar é péhini é oa bét tec’het; hag é choumô énô, kén na varvô ar Bélek-brâz a zô bét sakret gan̄d ann éôl san̄tel.
Psalms 2:1Pérâg ar brôadou hô déûs-hi dispac’het, ha pérâg ar boblou ho deûs-hi mennet traou gwân?
Psalms 22:1Va Doué, va Doué, sell ouz-in; pérâg éc’h eûz-dé va dilézet? Garmou va féc’héjou a bella ac’hanoun diouc’h va zilvidigez.