Aviel Lukaz 3:9
Râg ar vouc’hal a zô a-vréma out grisien ar gwéz. Pép gwézen éta ha na rôiô kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het ha taoled enn tân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Hag ar bobl a c’houlenné digan̄t-han̄: Pétrâ éta a dléomp-ni da ôber?
Cross References
Ezekiel 15:2Mâb dén, pétrâ a vézô gréat eûz ar c’hoat gwini, é-touez ann holl goajou, hag ann holl wéz a zô er c’hoajou?
Daniel 4:14Kémen̄t-sé a zô bét gourc’hémennet gan̄d ar ré a veḻ, lavar ha goulenn ar zen̄t eo; kén na anavézo ar ré-véô pénaoz ann Uc’hel-brâz eo a zô da Aotrou war rouan̄télésiou ann dûd, pénaoz é rô anézhô da néb a gar, hag é laka war-n-ézhô ann distéra eûz ann dûd.
Luke 13:7Hôgen lavaroud a réaz da labourer hé winien: Chétu trî bloaz zô aba ma teûann da glask frouez er wézen fiez-man̄, ha na gavann két: trouc’h-hi’ta; râk pérâg ivé é talc’h ann douar?
Luke 23:29Râk chétu e teûi enn amzer, é péhini é vézô lavaret: Euruz ar ré vréc’han̄, hag ar chôvou n’hô deûz két ganet, hag ann divron n’hô deûz két maget.
Hebrews 10:28Dré ar feiz eo é lidaz ar Pask, hag ar skûḻ goâd; évit na zeûjé kéd ann hini a lazé ar ré gen̄ta-ganet, da skei gan̄t-hô.