The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 3

1Er pemzékved bloaz eûz a impalaerded Tibériuz Sézar, pa édo Pon̄s-Pilat mérer é Judéa, Hérodez tétrark é Galiiéa, Filip hé vreûr é Ituréa hag é brô Trakonitiz, ha Lisanias é Abiléné,

2Pa édo Annaz ha Kaifaz Prin̄sed ar véleien, ann Aotrou a lékéaz Iann, mâp Zakariaz, da glevoud hé c’hér el léac’h distrô.

3Hag é teûaz enn holl vrô enn-drô d’ar Jourdan, ô prézégi badisian̄t ar binijen évid distol ar péc’héjou,

4Ével ma eo skrivet é Levr lavariou ar Profed Izaiaz: Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô: Aozid hen̄d ann Aotrou: grît ma vézô éeun hé wénodennou:

5Pép traon̄ien a vézô leûniet: ha pép ménez ha krec’hien a vézô izéléet: ann hen̄chou gwâr a vézô éeunet, hag ar ré dorgennek a vézô kompézet.

6Ha pép kig a wélô silvidigez Doué.

7Hôgen Iann a lavaré d’al lod tûd a zeûé évit béza badézet gan̄t han̄: Gwenn ann aéred-viber, piou en deûz desket d’é-hoc’h tec’houd diouc’h ar vuanégez a dlé kouéza war-n-hoc’h?

8Grîd éta eur binijen frouézuz, ha na zéraouit kéd da lavarout: Abraham hon eûz da dâd. Râk lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Doué a hell lakaad da zével eûz ar vein-zé mipien da Abraham.

9Râg ar vouc’hal a zô a-vréma out grisien ar gwéz. Pép gwézen éta ha na rôiô kéd a frouez mâd, a vézô trouc’het ha taoled enn tân.

10Hag ar bobl a c’houlenné digan̄t-han̄: Pétrâ éta a dléomp-ni da ôber?

11Hag hé n̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô: Néb en deûz diou zaé, ra rôi unan da néb n’en deûz kéd unan; ha néb en deûz boéd, ra rai enn hévélep trâ.

12Don̄d a réaz ivé Publi k aned évil béza badézet, hag é léverjon̄d d’ézhan̄? Mestr, pétrâ a dléomp-ni da ôber?

13Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Na rît nétra enn tû all d’ar péz a zô bét gourc’hémennet d’é-hoc’h.

14Ar vrézélidi a c’houlennaz ivé digan̄t-han̄: Ha ni, pétrâ a dleomp-ni da ôber? Hag hén a lavaraz d’ézhô: Na vac’hid dén, ha na damallid dén é-gaou: ha na c’houlennit két enn tû all d’hô kôbr.

15Hôgen ar bobl a gouné, ha pép-hini anézhô a grédé enn-han̄ hé-unan pénaoz Iann a hellé béza ar C’hrist:

16Iann a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ann holl: Mé hô padez enn dour: hôgen don̄d a rai eunn all kréoc’h égéd-oun, ha na zellézann két diéréa liamm hé voutou: hen-nez hô padézô er Spéred-San̄tel, hag enn tân.

17Eur c’han̄t a zô enn hé zourn, hag é nétai hé leûr: hag é c’hrounnô hé éd er zolier: hôgen ar c’hôlô a zévô enn eunn tan divouguz.

18Kalz traou all a lavaré d’ar bobl ô prézégi d’ézhan̄.

19Hôgen Hérodez ann tétrark pa oé tamallet gan̄t-han̄ diwar-benn Hérodiaz grég hé vreûr, ha diwar-benn ann holl zrougou all en doa gréat Hérodez,

20Ha goudé hé holl wallou, é réaz c’hoaz lakaad Iann er vâc’h.

21Hôgen pa oé badézet ann holl bobl, ha pa oé ivé badézet Jézuz, hag é-pâd ma réa hé béden, ann én̄v a zigoraz:

22Hag ar Spéred-San̄tel a ziskennaz war-n-ézhan̄ ô kéméroud eur c’horf hen̄vel oud hini eur goulm: ha chétu eur vouéz eûz ann én̄v a lavaraz: Té eo va Mâb kér; enn-od em euz lékéat va c’haran̄tez.

23Ha Jézuz hé-unan en doa war-drô trégon̄t vloaz pa zéraouaz prézégi,; hag hén̄, war a gréded, mâb Jozef, pehini a oé mâb da Héli, péhini a oé mâb da Vatat,

24Pébini a oé mâb da Lévi, péhini a oé mâb da Velki, péhini a oé mâb da Janna, péhini a oé mâb da Jozef,

25Péhini a oé mâb da Vatatiaz, pehini a oé mâb da Amos, péhini a oé mâb da Nahum, péhini a oé mâb da HesIi, péhini a oé mâb da Naggé, 25 Péhini a oé mâb da Vahat, péhini a oé mâb da Vataliaz, péhini a oé mâb da Sémei, péhini a oé mâb da Jozef, péhini a oé mâb da Juda,

26

27Péhini a oé mâb da Joanna, péhini a oé mâb da Résa, péhini a oé mâb da Zorobabel, péhini a oé mâb da Salatiel, péhini a oé mâb da Néri,

28Péhini a oé mâb da Velki, péhini a oé mâb da Addi, pehini a oé mâb da Gosan, péhini a oé mâb da Elmadan, péhini a oé mâb da Hor.

29Péhini a oé mâb da Jézuz, péhini a oé mâb da Éliézer, péhini a oé mâb da Jorim, péhini a oé mâb da Vatat, péhini a oé mâb da Lévi.

30Péhini a oé mâb da Siméon. péhini a oé mâb da Juda, péhini a oé mâb da Jozef, péhini a oé mâb da Jona, péhini a oé mâb da Éliakim,

31Péhini a oé mâb da Véléa, péhini a oé mâb da Venna, péhini a oé mâb da Vatata, péhini a oé mâb da Zavid.

32Péhini a oé mâb da Jesé, péhini a oé mâb da Obed, pehini a oé mâb da Vooz, péhini a oé mâb da Salmon, péhini a oé mâb da Naason,

33Péhini a oé mâb da Aminadab, péhini a oé mâb da Aram, péhini a oé mâb da Esron, péhini a oé mâb da Farez, péhini a oé mâb da Juda,

34Péhioi a oé mâb da Jakob, péhini a oé mâb da Izaak, péhini a oé mâb da Abraham, péhini a oé mâb da Daré, péhini a oé mâb da Nakor,

35Péhini a oé mâb da Saruk, péhini a oé mâb da Ragau, pehini a oé mâb da Fateg, péhini a oé mab da Héber, péhini a oé mâb da Salo,

36Péhini a oé mâb da Gaman, péhini a oé mâb da Arfaksad, péhini a oé mâb da Sem, péhini a oé mâb da Noé, péhini a oé mâb da Lamek,

37Péhini a oé mâb da Vatusalé, péhini a oé mâb da Énok, pehini a oé mâb da Jared, péhini a oé mâb da Valaléel, péhini a oé mâb da Gainan,

38Pehini a oé mâb da Énos, péhini a oé mâb da Set, péhini a oé mâb da Adam, péhini a oé krouet gan̄d Doué. ———— IV. PENNAD.

← Aviel Lukaz 2Read In The App, Free →Aviel Lukaz 4 →

Study Aviel Lukaz 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324