Aviel Lukaz 4:1
Hôgen Jézuz ô véza leûn eûz ar Spéréd-San̄tel, a zistroaz eûz ar Jourdan, hag a oé kaset gan̄d ar Spéred el léac’h distrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 11:2Ha spéred ann Aotrou a arzavô war-n-ézhan̄, ar spéred a furnez hag a boell, ar spéred a guzul hag a ners, ar spéred a wiziégez hag a zoujan̄s Doué
Ezekiel 3:14Ar spéred a zavaz ivé ac’hanoun, hag am c’hasaz gan̄t-han̄; ha mé a iéaz, va spéred leûn a c’houervder hag a vuanégez; hôgen dourn ann Aotrou a oa gan-én̄, hag a grévéé ac’hanoun.
Luke 2:27Hag é teûaz enn templ, kaset gan̄d ar Spéred. Ha pa oé kased ar mab Jézuz enn templ gan̄d hé dûd, évit ma vijé gréad dézhan̄ hervez boaz al lézen;
Luke 3:21Hôgen pa oé badézet ann holl bobl, ha pa oé ivé badézet Jézuz, hag é-pâd ma réa hé béden, ann én̄v a zigoraz: