Aviel Lukaz 4
1Hôgen Jézuz ô véza leûn eûz ar Spéréd-San̄tel, a zistroaz eûz ar Jourdan, hag a oé kaset gan̄d ar Spéred el léac’h distrô.
2Daou-ugen̄t dervez é choumaz énô, hag e oé temptet gan̄d ann diaoul. Ha na zebraz nétrâ é-pâd ann deisiou-zé: ha pa oan̄t tréménet en doé naoun.
3Neûzé ann diaoul a lavaraz d’ézhan̄: Mar d-oud Mâb Doué, lavar d’ar méan-man̄ ma teûi da vara.
4Ha Jézuz a respoun̄taz d’ézhan̄: Skrived eo: Né ket gan̄t bara hép-kén é vév ann dén, hôgen gan̄t pép gér eûz a Zoué.
5Hag ann diaoul hen kasaz war eur ménez uc’hel, hag a ziskouézaz d’ézhan̄ enn eunn taol ann holl rouan̄télésiou eûz ar béd:
6Hag é lavaraz d’ézhan̄: Rei a rinn d’îd ann holl c’halloud-zé, ha gloar ar rouan̄télésiou-zé: râk rôed eo béd d’in; hag hé rei a rann da néb a garann.
7Mar fell d’îd éta va azeûli, kémen̄t-sé a vézô d’îd.
8Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Skrived eo: Ann Aotrou da Zoué a azeûli, ha na zervichi némét-han̄.
9Ha neûzé é kasaz anézhan̄ da Jéruzalem, hag hen lékéaz war lein ann templ, hag é lavaraz d’ézhan̄: Mar d-oud Mâb Doué, en em daol ac’hann d’ann douar.
10Râk skrived eo pénaoz en deûz Doué gourc’hémennet d’hé Élez ma virin̄d ac’hanôd,
11Ha pénaoz é tougin̄t ac’hanôd étré hô daouarn, enn aoun na stokfez da droad oud eur méan.
12Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Skrived eo: Na dempti kéd ann Aotrou da Zoué.
13Hag ann diaoul ô véza gréat hé holl demptasionou, a guitaaz anézhan̄ évid eunn amzer.
14Neûzé Jézuz a zistrôaz da C’haliléa dré ners ar Spéred, hag ar vrûd anézhan̄ a rédaz dré ar vrô holl.
15Hag hén a gélenné enn hô sinagogou, hag ann holl a réa stâd anézhan̄.
16Hag é teûaz da Nazaret, é péléac’h é oa bét maget, hag éz éaz hervez hé voaz da zeiz ar sabbat er sigagog, hag é savaz évit lenna.
17Levr ar profed Izaiaz a oé rôed d’ézhan̄; hag ô véza hé zigoret, é kavaz al léac’h é péhini é oa skrivet:
18Spéred ann Aotrou a zô war-n-oun: dré-zé en deûz va éôliet, ha va c’haset da brézégi ann aviel d’ar béorien, ha da iac’haat ar ré a zô man̄tret hô c’haloun.
19Da ziougani d’ar sklaved hô diéréadur, ha d’ar ré zall ann distrô eûz ar gwéled, da gâs diéré ar ré a zô brévet, ha da ziougani bloavez trugarézuz ann Aotrou, hag ann dervez eûz ar gôbr.
20Ha goudé béza serred al levr, é rôaz anézhan̄ d’ar bélek, hag éc’h azézaz. Ha pép dén er sinagog a zellé pîz out-han̄.
21Hag é téraouaz lavaroud d’ézhô: Hiriô eo eo sévénet ar skritur hoc’h eûz klevet bréma.
22Hag ann holl a zougé testéni d’ézhan̄; hag a oa souézet-brâz eûz ar geriou dudiuz a zeûé euz hé c’hénou, hag a lavaré: Ha n’ef-hen̄ kéd hennez mâb Jozef?
23Hag hén̄ a lavaraz d’ézho: Hép-mâr é léverot d’in ann iéz-man̄: Louzaouer, en em iac’ha da-unan: grâ aman̄ enn da vrô kémen̄d ha m’hon eûz klevet éc’h eûz gréat é Kafarnaom.
24Hôgen hén̄ a lavaraz d’ézhô: É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz dén né d-eo kéméret évid profed enn hé vrô hé-unan.
25É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz éz oa kalz a intan̄vézed é Israel é amzer Éliaz, pa oé serret ann én̄v é pâd tri bloaz ha c’houéac’h miz, ha pa c’hoarvézaz eunn naounégez vrâz dré ann douar holl:
26Hag Éliaz na oé kaset é-tî hini anézhô; hôgen é-tî eunn in̄tan̄vez eûz a Sarepta é Sidon.
27Béz’ éz oa ivé kalz a lovreien é Israel é amzer ar profed Élizéuz: hag hini anézho na oé karzet, német Naaman ar Siriad.
28Hag ar ré holl a ioa er sinagog, ô klevout kémen̄t-sé a zavaz droug enn-hô.
29Hag é savchon̄t, hag é lékéjon̄t anézhan̄ er-méaz eûz hô c’héar: hag é kaschon̄t anézhan̄ bété lein ar ménez war béhini é oa savet hô c’héar, évid hé stlapa d’ann traoun̄.
30Hôgen hén̄ a dréménaz enn hô c’hreiz, hag a iéaz-kuît.
31Hag é tiskennaz é Kafarnaom, kéar eûz a C’haliléa, é péléac’h é kélenné anézhô da zeiz ar sabbat.
32Hag hî a ioa souézet brâz gan̄d hé gélen, rag hé lavar a ioa galloudek.
33Béz’ éz oa er sinagog eunn dén trec’het gan̄d eunn diaoul, péhini a griaz kré (G),
34O lavarout: Hol léz; pétrâ a zô étré té ha nî, Jézuz a Nazaret? Ha deûed oud-dé évid hor c’holla? Gouzoud a rann piou oud, San̄t Doué.
35Ha Jézuz a c’hourdrouzaz anézhan̄, ô lavarout: Tâv, ha kéa er-méaz eûz an dén-zé. Ha pa en doé ann diaoul hé daolet d’ann douar é-kreiz ann holl, éz éaz er-méaz diout-han̄, héb béza gréat drouk d’ézhan̄.
36Kémen̄d hini a ioa énô a oé spoun̄tet-brâz; hag é komzen̄t ann eil gan̄d égilé, ô lavarout: Pétrâ eo ar gomz-zé, pa c’hourc’hémenn gan̄t galloud ha ners d’ar spérédou louz, ar ré-man̄ a ia-kuît?
37Hag ar vrûd anézhan̄ a rédé dré ann holl vrô.
38Neuzé Jézuz ô véza éad er-méaz eûz ar Sinagog, a iéaz é tî Simon: hôgen mamm-gaer Simon a ioa klân̄v gan̄d eunn dersien vrâz, hag é pédjon̄t anézhan̄ évit-hi.
39Hag hén̄ ô véza enn hé zâ enn hé c’hichen, a c’hourc’hémennaz d’ann dersien; hag ann dersien a iéaz-kuîd diout-hi. Hag hi a zavaz râk-tâl hag a zervichaz anézhô.
40Hôgen pa oé kuzed ann héol, kémen̄d hini en doa tûd klân̄ gan̄t meûr a glén̄ved, hô c’hasé d’ézhan̄. Hag hen̄ ô lakaad hé zaouarn war-n-ézhô holl, a iac’héé anézhô.
41Ann diaoulou a iéa-kuît eûz a veûr a hini enn eur gria hag enn eul lavarout: Té eo Mâb Doué. Hôgen hén̄ a c’hourdrouzé anézhô, hag a viré out-hô na lavar j en̄t pénaoz é oa hén̄ ar C’hrist:
42Pa oé deûed ann deiz, éz éaz enn eul léac’h distrô, hag ar bobl hen klaské, hag a zeûaz bétég enn-han: hag é talc’hchon̄t anézhan̄, gan̄d aoun na dec’hché diout-hô.
43Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô: Réd eo ivé ma brézéginn er c’heriou all aviel rouan̄télez Doué: râg évit kémen̄t-sé eo oun bét kaset.
44Hag é prézégé é sinagogou Galiléa. ———— V. PENNAD.