Aviel Lukaz 6:25
Gwa c’houi péré a zô gwalc’het; râk naoun hô pézô. Gwa c’houi péré a c’hoarz bréma; râk c’houi a geinô hag a wélô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
24Hôgen gwa c’houi tûd pinvidik, dré ma hoc’h eûz hô tizoan.
Cross References
Job 21:11Hô bugalé a ia er-méaz ével dén̄ved, hag a lamm, hag a c’hoari.
Psalms 49:19Mon̄d a rai da gavout gwenn hé dadou; ha da vikenn na wélô mui ar goulou.
Proverbs 30:9Gan̄d aoun, pa’m bézô va gwalc’h, na zeûjenn d’az tilézel (T) ha da lavarout: Piou eo ann Aotrou? Pé mar kouézann er baouren̄tez, na zeûjenn da laéra ha da derri al lé em eûz gréat d’am Doué.
Ecclesiastes 7:3Gwell eo mon̄t enn eunn ti kan̄v, égéd enn eunn ti banvez; râg enn hen-nez é wéleur divez péd dén, hag ann dén béô a laka enn hé én̄vôr pétrâ a dlé c’hoarvézout gan̄t-han̄.
Isaiah 8:21Ével tréménidi é vézin̄t war ann douar; kouéza a rain̄t, hag hô dévézô naoun; hag enn hô naounégez é savô droug enn-hô, hag é villigin̄t hô roué hag hô Doue, hag é séllin̄t ouc’h kréac’h.