The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 6

1C’hoarvézoud a réaz, pénaoz pa dréméné Jézuz dré eur park éd, enn eil dervez eûz ar c’hen̄ta sabbat, he ziskibled a gutuḻaz tamoézennou, ha goudé beza hô friket enn hô daouarn, é tebrchon̄t anezhô.

2Hôgen hiniennou euz ar Farisianed a lavaraz d’ézhô: Pérâg é rît-hu ar péz a zô berzet é deisiou ar sabbat?

3Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô: Ha n’hoc’h eûz-hu ket lennet pétrâ a réaz David, pa en dévoé naoun, hén hag ar ré a ioa gan̄t-han̄?

4Pénaoz éz éaz é tî Doué, é kéméraz baraou ar c’hinnig, é tebraz hag é rôaz d’ar ré a ioa gan̄t-han̄, pétrâ-bennâg n’eo aotréet he dibri néméd d’ar véleien hép-ken?

5Lavaroud a réaz c’hoaz d’ezhô: Mâb ann dén a zô ann aotrou eûz ar sabbat hé-unan.

6C’hoarvézoud a réaz c’hoaz, da zeiz eur sabbat all, pénaos ez éaz er Sinagog évit kélenna. Hôgen bez’ éz oa énô eunn dén pehini en doa hé zourn déou dizéc’het.

7Ar Skribed hag ar Farizianed a évéseé out-han̄, évit gwélout ma hé iac’hajé da zeiz ar sabbat, évit ma kavjen̄t abek d’hé damallout.

8Hôgen hén̄ a wié hô ménosiou; hag é lavaraz d’ann dén péhini en doa eunn dourn dizéc’het: Saô, ha choum azé é-kreiz. Hag hé-man̄ a zavaz hag a joumaz enn hé zâ.

9Neûzé Jézuz a lavaraz dezhô: Mé hé choulenn digan-e-hoc’h, ha berzed eo da zeiz ar sabbat ôber ar mâd, pé ann drouk; savétet ar vuez, pé hé lémel?

10Hag ô véza sellet out-hô holl, é lavaraz d’ann dén-zé: Astenn da zourn. Hag hén̄ hé astennaz, hag hé zourn a oé paré.

11Hôgen hî a zavaz eunn drouk brâz enn-hô, hag é komzen̄t étré-z-hô, évit gouzout pétrâ a rajen̄d eûz a Jézuz.

12Enn amzer-zé Jézuz a iéaz war eur ménez évit pidi; hag é tréménaz ann nôz ô pidi Doué.

13Ha pa oé deûed ann deiz, é c’halvaz he ziskibled, hag é tilennaz daouzég anézhô, péré a hanvaz Abostoled:

14Simon, péhini a hanvaz Per, hag An̄dré hé vreûr, Jakez ha Iann, Filip ha Bertélé,

15Mazé ha Tomaz, Jakez mâb Alfé ha Simon leshanvet Zélotez,

16Judaz breûr Jakez, ha Iuzaz Iskariot, péhini hen gwerzaz.

17Hag ô véza diskennet gan̄t-hô, é choumaz enn eul léac’h war ar méaz, ha gan̄t-han̄ hé holl ziskibled, hag eul lôd brâz a dûd eûz ar Judéa holl, eûz a Jéruzalem, hag eûz a vrô môrek Tîr ha Sidon,

18Péré a ioa deûet évit hé glevout, hag évit beza iac’héet euz hô c’hlén̄véjou. Ar ré a ioa trec’het gan̄d ar spéréjou louz, a bareé.

19Hag ann holl bobl a glaské da steki out-han̄; râk don̄d a réa anézhan̄ eunn ners péhini a barée anézhô holl.

20Hag hén̄ ô véza savet hé zaoulagad war hé ziskibled, a lavaras: Euruz oc’h, c’houi péré a zô paour, râk rouan̄télez Doué a zô d’é-hoc’h.

21Euruz oc’h, c’houi péré hoc’h eûz naoun bréma, râg gwalc’het é viot. Euruz oc’h, c’houi péré a lén̄v bréma, râk c’hoarzin a réot.

22Euruz é viot pa zeûi ann dûd d’hô kasaat, d’hô pellaat, d’hô mézékaat, da zisteurel hoc’h hanô é-c’hiz drouk enn abek da Vâb ann dén.

23En em laouénait, ha tridit enn deiz-zé; râk hô kôbr a vézô brâz enn én̄v. Râg ével-sé eo hô deûz gréad hô zadou é-kén̄ver ar Broféded.

24Hôgen gwa c’houi tûd pinvidik, dré ma hoc’h eûz hô tizoan.

25Gwa c’houi péré a zô gwalc’het; râk naoun hô pézô. Gwa c’houi péré a c’hoarz bréma; râk c’houi a geinô hag a wélô.

26Gwa c’houi pa zeûi ann dud d’hô meûli: râg ével-sé eo hô deûz gréad hô zadou e-kén̄ver ar fals-Broféded.

27Hôgen c’houi péré a zélaou ac’hanoun, é lavarann d’é-hoc’h: Karid hoc’h énébourien, grît vâd d’ar ré a gasa ac’hanoc’h.

28Livirit vâd eûz ar ré a lavar droug ac’hanoc’h; pédit évid ar ré a damall ac’hanoc’h é-gaou.

29Ma skô unan-bennâg war da vôc’h zéou, trô ébén out-han̄. Ha mar kémer eur ré da van̄tel digan-éz, laosk ivé gan̄t-han̄ da zaé.

30Rô da gémen̄d hini a c’hôulennô digan-éz: ha na asgoulenn két da néb en deûz kéméret da drâ.

31Grîd d’ann dûd ar péz a garrac’h a raen̄d d’é-hoc’h.

32Mar kirit ar ré hô kâr; pé trugarez a dléeur d’é-hoc’h? Râg ar béc’herien a gâr ivé ar ré hô c’hâr.

33Ha mar grît vâd d’ar ré a ra vâd d’é-hoc’h; pé trugarez a dléeur d’é-hoc’h? Râg ar béc’herien a ra ann hevélep trâ.

34Ha ma rôid da eur ré kémen̄d ha ma c’hortozit digan̄t-han; pé trugarez a dléeur d’hé-hoc’h? Râg ar béc’herien a rô ivé d’ar béc’hérien, évid digémérout kémen̄d all.

35Hôgen koulskoudé karid hoc’h énebourien; grît vâd, ha prestit, hép gortozi nétrâ: hag hô kôbr a vézô brâz; hag é viot bugalé ann Uc’héla, péhini a zô trugarézuz é-kén̄ver ar ré zizanaoudek hag ar ré zrouk.

36Bézid éta trugarézuz, ével ma’z eo trugarézuz hô Tâd.

37Na varnit két, ha na viot két barnet: na damallit két, ha na viot két tamallet. Distaolit, hag é vézô distaoled d’é-hoc’h.

38Rôit, hag é vézô rôed d’é-hoc’h: rôed é vézô enn hoc’h askré eur gon̄vor mâd, ha stard, hag hejet, hag a fennô dreist. Râk diouc’h ar ven̄t gan̄t péhini hô pézô men̄tet, é vioc’h men̄tet hoc’h-unan.

39Lavaroud a réaz ivé d’ézhô ann hévélébédigez-man̄: Eunn dén-dall hag hén̄ a hell kâs eunn dén-dall? Ha na gwézin̄t-hi kéd hô daou er poull?

40Ann diskibl né kéd uc’héloc’h égéd ar mestr: hôgen peb-unan a zô a-zoaré, mar d-éo hén̄vel oud hé vestr.

41Pêrâg é wélez-té eur blouzen é lagad da vreûr, ha na wélez-té kéd eunn treûst a zô enn da hini?

42Pé pénaoz é hellez-té lavaroud d’as preûr: Va breûr, va lez da denna eur blouzen eûz da lagad, pa na wélez két eunn treûst enn da lagad da-unan? Pilpouz, tenn da-gen̄ta ann treûst eûz da lagad. ha neûzé é wéli pénaoz tenna ar blouzen eûz a lagad da vreûr.

43Râg ar wézen a rô frouez fall, né két mad; hag ar wézen a rô frouez mâd, né két fall.

44Râk pép gwézen a anavézeur dioud hé frouez. Na gutuḻeur kéd a fiez war ar spern, nag a rézin war ann dréz.

45Eunn dén mâd a denn traou mâd eûz a den̄zor mâd hé galoun; hag eunn dén fall a denn traou fall euz hé denzor fall. Râk diouc’h leûnder ar galoun é komz ar génou.

46Hôgen pérâg é c’halvit-hu ac’hanoun, Aotrou, Aotrou, ha na rit-hu kéd ar péz a lavarann?

47Kémen̄d hini a zeû d’am c’havout, a zélaou va geriou, hag a ra diout-hô, éz ann da ziskouéza d’é-hoc’h out pétrâ eo hén̄vel:

48Hén̄vel eo oud eunn dén péhini a zâv eunn ti, a doull doun, hag a laka ann diazez war ar méan: eunn dic’hlann dour a zô deûet, eur ster a zô deued d’en em voun̄ta war ann tî-zé, ha n’é deûz két gellet hé ziskara, râk diazézed é oa war ar méan.

49Hôgen ann hini a zélaou, ha na ra két, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zâv hé dî war ann douar hép diazez: eur ster a zô deûed d’en em voun̄ta war ann tî, ha râk-tâl eo béd diskaret; ha brâz eo bét disman̄tr ann tî-zé. ———— VII. PENNAD.

← Aviel Lukaz 5Read In The App, Free →Aviel Lukaz 7 →

Study Aviel Lukaz 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324