Aviel Lukaz 6:42
Pé pénaoz é hellez-té lavaroud d’as preûr: Va breûr, va lez da denna eur blouzen eûz da lagad, pa na wélez két eunn treûst enn da lagad da-unan? Pilpouz, tenn da-gen̄ta ann treûst eûz da lagad. ha neûzé é wéli pénaoz tenna ar blouzen eûz a lagad da vreûr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
41Pêrâg é wélez-té eur blouzen é lagad da vreûr, ha na wélez-té kéd eunn treûst a zô enn da hini?
43Râg ar wézen a rô frouez fall, né két mad; hag ar wézen a rô frouez mâd, né két fall.
Cross References
Psalms 50:16Hôgen Doué en deûz lavaret d’ar péc’her: Pérâg é embannez-té va reisiou, hag éc’h eûs-té va c’hévrédigez enn da c’hénou?
Proverbs 18:17Ann dén mâd en em damall hé-ûnan da-gen̄ta; hé viñoun a zeû goudé, hag a furc’h é diabarz hé galoun (T).
Luke 13:15Neûzé ann Aotrou a respoun̄taz hag a lavsraz: Pilpouzed, ha na zistag két pép-hini ac’hanoc’h é deiz ar sabbat hé éjenn pé hé azen, évid hé denna eûz ar c’hraou hag hé gas d’ann dour?