Aviel Lukaz 6:45
Eunn dén mâd a denn traou mâd eûz a den̄zor mâd hé galoun; hag eunn dén fall a denn traou fall euz hé denzor fall. Râk diouc’h leûnder ar galoun é komz ar génou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
46Hôgen pérâg é c’halvit-hu ac’hanoun, Aotrou, Aotrou, ha na rit-hu kéd ar péz a lavarann?
Cross References
Psalms 12:2Traou gwân a lavar pép-hini d’hé nésa; ann touellérez a zô war hô muzellou, gan̄d eur galoun daou-blég é komzon̄t.
Psalms 40:8É rajenn da ioul. Va Doué, hé ioulet em eûz, hag em eûz lékéat da lézen é-kreiz va c’haloun.
Psalms 52:2Héd ann deiz en deûz da déôd mennet ann direiz; ével eunn aoten lemm éc’h eûz gréat touellérez.
Psalms 59:12Enn abek da zrouk hô génou, da lavar hô muzellou; ha ra vézin̄t paket enn hô rogen̄tez. Hag é vézô embannet hô argarzidigez hag hô gevier,
Psalms 71:15Va génou a embannô da reizded hag a zanévellô bemdez da zilvidigez; ô véza na anavézann két ar wiziégez,
Proverbs 4:23Gan̄t kalz a bréder mîr da galoun, râk diout-hi eo é teûi ar vuez.