Aviel Lukaz 7:40
Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Simon, eunn dra em eûz da lavaroud d’îd. Hag hén̄ a respoun̄taz: Mestr, lavar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezekiel 33:31Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.
Luke 5:22Hôgen Jézus oc’h anaout ar péz a vennen̄t enn-hô hô-unan, a lavaraz d’ézhô: Pétrâ a vennit-hu enn hô kalounou?
Luke 6:8Hôgen hén̄ a wié hô ménosiou; hag é lavaraz d’ann dén péhini en doa eunn dourn dizéc’het: Saô, ha choum azé é-kreiz. Hag hé-man̄ a zavaz hag a joumaz enn hé zâ.
Luke 20:20Hag ô lakaad évez out-han̄, é kaschon̄d d’ézhan̄ tûd péré a aozaz spiou d’ézhan̄, a géméraz doaré tûd gwirion, évid hé géméroud enn hé gomsiou, évid hé lakaat goudé étré daouarn ar penn-kéar, ha mérer ar vrô.