Aviel Lukaz 7
1Pa en doé Jézus peûr-lavaret ar geriou-zé dirâg ar bobl a zélaoué anézhan̄, éz éaz da Gafarnaom.
2Paotr eur C’han̄téner a ioa gwall glan̄v, ha daré da vervel; hag hen̄ a garé kalz hé baotr.
3Hag ô véza klevet komza eûz a Jézuz, é kasaz d’ézhan̄ hénaoured Iuzevien, évid hé bidi da zon̄d, ha da baréa hé baotr.
4Ar ré-man̄ pa oen̄d deûet dirâk Jézuz, a bédé stard anézhan̄, ô lavarout: Dellézoud a ra ma aotréfez ann dra-zé d’ézhan̄.
5Râk karoud a ra hor brôiz, hag eur sinagog en deûz saved d’é-omp.
6Jézuz éta a iéaz gan̄t-hô. Ha pa né oa mui pell eûz ann tî, ar C’han̄téner a gasaz euz hé viñouned étrézég enn-han̄, da lavaroud d’ézhan̄: Aotrou, na gémer két kémen̄d a boan; râk na zellézann kéd é teûfez em zî.
7Dré-zé eo n’ounn kéd en em gavet dellézek va-unan da zon̄d d’az kavout; hôgen lavar eur gér, ha va faotr a vézô iac’héet.
8Râk mé a zô eunn dén lékéad din̄dân béli, hag em eûz soudarded din̄dân-oun: hag é lavarann da unan: kéa, hag éz a; ha da eunn all: deûz, hag é teu; ha d’am paotr: gra ann dra-man̄, hag é ra.
9Pa glevaz Jézuz kémen̄t-sé é oé souézet; hag ô véza distrôed oud ar bobl a ioa war hé lerc’h, é lavaraz: É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, n’em eûz két kavet eur feiz ker braz enn Israel.
10Hag ar ré a ioa bét kaset, ô véza distrôed d’ar géar, a gavaz iac’h ar paotr a oa klan̄v.
11Hag an̄trônôz éz éa enn eur géar hanvet Naim, ha gan̄t-han̄ hé ziskibled, hag eul lôd brâz a bobl.
12Hôgen pa dôstéé ouc’h dôr kéar, chétu é touged eunn dén marô, péhini a oa mâb penn-her d’hé vamm: hag hou-man̄ a oa in̄tan̄vez: hag eul lôd brâz a dûd eûz a géar a oa gan̄t-hi.
13Ann Aotrou pa wélaz anézhi, en doé truez out-hi, hag a lavaraz d’ézhi: Na wél két.
14Hag hén̄ a dôstaaz hag a lékéaz hé zourn war ann arched (ar ré hé dougé a arzaôaz) hag é lavaraz: Dén-iaouan̄k, mé hel lavâr d’îd, saô.
15Hag ann dén marô a zavaz enn hé goan̄zez, hag a zéraouaz komza. Ha Jézuz hé rôaz d’hé vamm.
16Hôgen ar ré holl a oé énô é krogaz spoun̄t enn-hô; hag é veûlen̄t Doué, ô lavarout: Eur profed brâz a zô savet enn hon touez, ha Doué a zô deued da wéloud hé bobl.
17Ar vrûd eûz a gémen̄t-sé a rédaz dre ar Judéa holl, ha dré ann holl vrô war-drô.
18Diskibled Iann a zanévellaz ann holl draou-zé d’ézhan̄.
19Ha Iann a c’halvaz daou eûz hé ziskibled, hag hô c’hasaz da Jézuz évit lavaroud d’ézhan̄: Ha té eo ann hini a dlé don̄t, pé é tléomp-ni gortozi eunn all?
20Ar ré-man̄ ô véza deûed da gavout Jézuz, a lavaraz d’ézhan̄: Iann Vadézour en deûz hor c’haset évit goulenni digan-éz mar d-eo té ann hini a dlé don̄t, pé mar tléomp gortozi eunn all?
21(Hôgen enn heur-zé Jézuz a iac’héaz kalz a dûd eûz a glén̄véjou, eûz a c’houliou hag eûz a zrouk spéréjou; hag é rôaz ar gwéled da veur a zén-dall.)
22Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô: Id, ha livirid da Iann ar péz hoc’h eûz klevet ha gwélet: Pénaoz ar ré zall a wél, ar ré gamm a valé, ar ré lovr a zô skarzet, ar ré vouzar a glev, ar ré varô a zâv da véô, ann Aviel a zô prézéged d’ar ré baour.
23Ha pénaoz eo euruz ann hini na gémérô kéd a wall-skouér diouz-in.
24Ha pa oé éat-kuît kannaded Iann, é téraouaz komza d’ar bobl diwar-benn Iann: Pétrâ oc’h-hu éad da wéloud enn distrô? Eur gorsen hejet gan̄d ann avel?
25Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout? Eunn dén gwisket gan̄t diḻad bouk? Chétu ar ré a zô gwisket gan̄t boukder a choum é tiez ar rouéed (G).
26Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout? Eur Profed? Ia, a lavarann d’é-hoc’h, ha mui égéd eur Profed.
27Hen-nez eo diwar-benn péhini eo skrivet: Chétu é kasann va éal enn da raok, péhini a aozô da hen̄d abarz ma teûi.
28Râg hé lavaroud a rann d’é-hoc’h: É-touez bugalé merc’hed n’euz dén brasoc’h Profed éget Iann Vadézour. Hôgen ann hini a zô ar bihana é rouan̄télez Doué, a zô brasoc’h égét-han̄.
29Ann holl bobl hag ar Bublikaned ô véza hé glévet, a zidamallaz Doué, dré ma oan̄t bét badézet gan̄t badisian̄t Iann.
30Hôgen ar Farizianed ha Doktored al lézen a zisprijaz ratoz Doué war-n-ézhô hô-unan, ô véza né oan̄t két badézet gan̄t-han̄.
31Neûzé ann Aotrou a lavaraz: Ouc’h pétrâ éta é hévélébékainn-mé ann dûd euz ann amzer-man̄? Hag ouc’h piou in̄t hen̄vel?
32Hén̄vel in̄t ouc’h bugalé azézet er marc’hallac’h, péré a gomz ann eil d’égilé, hag a lavar: Kaned hon eûz d’é-hoc’h gan̄t sutellou, ha n’hoc’h eûz két dan̄set: lén̄vet hon eûz, ha n’hoc’h eûz ket gwélet.
33Râk Iann Vadézour a zô deûet, hép dibri bara, nag éva gwin, hag é livirit: Ann diaoul a zô enn-han̄.
34Deûed eo Mâb ann dén péhini a zebr hag a év, hag é livirit: Chétu eunn dén lon̄ték, hag eunn éver gwin, miñoun d’ar Bublikaned ha d’ar bec’herien.
35Hag ar furnez a zô béd disklériet gan̄d hé holl vipien.
36Hôgen eur Farizian a bédaz Jézuz da zibri gan̄t-han̄. Ha Jézuz ô véza éad é tî ar Farizian, en em lékéaz ouc’h taol.
37Ha chétu eur vaouez eûz a géar, ô véza klevet pénaoz édo ouc’h taol é tî ar Farizian, a zeûaz gan̄d eul léstr leûn a louzou c’houés-vâd:
38Hag oc’h en em zerc’hel a-dren̄ d’ézhan̄ hag ouc’h hé dreid, é téraouaz doura hé dreid gan̄d hé daélou, hag é sec’hé anézhô gan̄t bléô hé fenn, hag ô poki d’ézhô, é taolé al louzou c’houés-vâd war-n-ézhô.
39Hôgen ar Farizian en doa hé bédet, ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz enn-han̄ hé-unan: Ma vijé hé-man̄ eur profed, é wijé évit-gwir piou ha pétrâ eo ar vaouez a stok out-han̄, ha pénaoz eo eur béc’hérez.
40Ha Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Simon, eunn dra em eûz da lavaroud d’îd. Hag hén̄ a respoun̄taz: Mestr, lavar.
41Eur c’hrédour en doa daou zléour: unan anézhô a dlié d’ézhan̄ pemp kan̄t diner, hag égilé han̄ter-kan̄t.
42O véza n’hô doa két péadrâ da zisteûrel d’ézhan̄, é asrôaz hô dlé d’ézhô hô daou. Péhini éta anézhô a garaz anézhan̄ ar muia?
43Simon a respoun̄taz hag a lavaraz: Mé a gréd eo ann hini da béhini en deûz asrôed ar muia. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Barnet mâd éc’h eûz.
44Hag ô trei oud ar vaouez, é lavaraz da Zimon: Ha té a wél ar vaouez-zé? Deud ounn enn da dî, ha n’éc’h eûz két rôed a zour d’in évit gwalc’hi va zreid: hôgen hou-man̄ e deûz douret va zreid gan̄d hé daérou, ha sec’het gan̄d hé bleô.
45N’éc’h eûz két rôed eur pok d’in: hôgen hî aba ma eo deûed enn tî, n’é deûz paouézet da boki d’am zreid.
46N’éc’h eûz két skuḻet a éôl war va fenn: hôgen hî é deûz skuḻet louzou c’houés-vâd war va zreid.
47Dré-zé é lavarann d’îd, pénaoz é vézô distaoled d’ézhi kalz a bêc’hêjou, enn-abek ma é deûz karet kalz. Hôgen ann hini da béhini é tistaoleur nébeûtoc’h, a gâr nébeûtoc’h.
48Hag hen̄ a lavaraz d’ézhi: Da béc’héjou a zô distaoled d’îd.
49Hag ar ré a ioa ouc’h taol gan̄t-han̄, a zéraouaz lavaroud enn-hô hô-unan: Piou eo hé-man̄, péhini a zistaol ar péc’héjou hô-unan?
50Ha Jézuz a lavaraz d’ar vaouez: Da feiz en deûz da zavétéet: kéa é péoc’h. ———— VIII. PENNAD.