Aviel Lukaz 8:47
Hôgen ar vaouez ô wélout pénaoz na hellé kéd en em guza, a zeûaz enn eur gréna, en em daolaz d’hé dreid, hag a ziskleriaz dirâg ann holl bobl pérâg é doa stoked out-han̄, ha pénaoz é oa bét iac’héet râk-tâl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
48Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Va merc’h, da feiz en deûz da iac’héet: kéa é péoc’h.
Cross References
1 Samuel 16:4Hag eunn dén a oa bastard a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined: Goliat a réad anézhan̄; eûz a C’hét é oa ha c’houéac’h ilinad hag eur raouen a-héd en dôa.
Psalms 38:9Aotrou, dira-z-od éma va holl ioul; ha va c’heinvan né két kuzet ouz-id.
Hosea 13:1Ra vézô dispennet Samaria, ô véza ma é deûz douget hé Doué d’ar c’houervder: ra gouézin̄t dindân ar c’hlézé: ra vézô friket hô bugaligou; ra vézô faoutet kôv ar gragez brazez.
Luke 17:15Hôgen unan anézhô, ô wélout pénaoz é oa paré, a zistrôaz war hé c’hîz, hag a veûlaz Doué gan̄d enr vouéz gré.