Levr Malac'hi 1:10
Piou ac’hanoc’h a zerr ann ôriou, hag a c’houéz ann tân war va aoter évit nétrâ? N’éma két va ioul enn-hoc’h, émé Aotrou ann arméou: ha na zigémérinn két a c’hôbr eûz hô taouarn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 1:9Ha Satan a respoun̄taz hag a lavaraz: Hag enn-aner eo é touj Doué Job?
Isaiah 1:11Da bétrâ eo d’in al lod brâz a viktimou-zé a gennigit d’in; émé ann Aotrou? A-walc’h em eûz: na garann két sakrifisou hô tourzed, na lard hô tropellou, na goad al leûéou, ann ein hag ar bouc’hed.
Jeremiah 6:13Râg adaleg ar bihana bétég ar brasa, holl en em rôon̄t d’ar bizoni; hag adaleg ar profed bétég ar bélek, pép-hini a douell mar gell.
Jeremiah 8:10War ar ménésiou é savinn gwélvan ha keinvan, ha glac’har war al lec’hiou dudiuz eûz ann distrô; ô véza ma in̄t bét losket, ha na drémen mui dén dré énô, ha na gléveur mui mouéz hô ferc’hen; adaleg evned ann én̄v bété léoned ann douar, holl in̄t tec’het, holl in̄t éat-kuît.
Hosea 5:6Râg gwell eo gan-én̄ ann drugarez égéd ann azeûlidigez; ha gwiziégez Doué, égéd ar sakrifisou-losk.
Micah 3:11Bréma ivé eo en em strollet kalz brôadou enn da énep, ô lavarout: Ra vézô labézet: ha ra zellô hol lagad out Sion.