The Bible Software
Levr Malac'hi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Malac'hi 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 291-294) ◄ Levr Zac’harias. Levr Malac’hias. Levr ken̄ta ar Vakabéed. ► LEVR MALAC’HIAS. ———— I. PENNAD Rébéchou a râ Malac’hias d’ar bobl a Israel. 1 Béac’h gér ann Aotrou da Israel dré zourn Malac’hias.

2Hô karet em eûz, émé ann Aotrou, hag hoc’h eûz lavaret: É pétrâ éc’h eûz-té hor c’haret? Ésau hag hén̄ né oa két breûr da Jakob, émé ann Aotrou? ha koulskoudé em eûz karet Jakob,

3Hag em eûz kaséet Ésau, hag em eûz lékéat hé vénésiou da eunn distrô, ha rôet hé zigwéz da éréven̄t ann distrô.

4Ma lavar ann Iduméa: Disman̄tret omb bét, hôgen nî a zistrôi hag a assavô ar péz a zô bét disman̄tret: ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Hî a zavô, ha mé a ziskarô; hag hî a vézô galvet harzou ar fallagriez, hag ar bobl out péhini eo buanékéet ann Aotrou da-vikenn.

5Hag hô taoulagad a wélô, hag é léverrot: Ra vézô meûlet ann Aotrou war harzou Israel.

6Ar mâb a énor hé dâd, hag ar mével a zouj hé vestr: mar d-ounn éta tâd, péléac’h éma va énor? ha mar d-ounn mestr, péléac’h éma va douj? émé Aotrou ann arméou, d’é-hoc’h-hu, béleien, péré a zispriz va hanô, hag a lavar: É pétrâ hon eûz-ni disprizet da hanô?

7Kenniga a rît war va aoter bara saotret, hag é livirit: É pétrâ hon eûz-ni da zaotret? Enn abek ma hoc’h eûz lavaret: Disprizet eo taol ann Aotrou.

8Mar kennigit eul loen dall évit béza lazet, ha né két eunn drouk? mar kennigit eul loen gamm pé glan̄v, ha né két eunn drouk? Kennig-hén̄ d’as dûg, évit gwélout, ma hétô d’ézhan̄, ha ma vézi digéméret mâd gan̄t-han̄, émé Aotrou ann arméou.

9Pédit éta breman̄, dirâg ann Aotrou, m’en dévézo truez ouz-hoc’h (râg gan̄d hô tourn eo bét gréat kémen̄t-sé), ha m’hô tigémérô mâd, émé Aotrou ann arméou.

10Piou ac’hanoc’h a zerr ann ôriou, hag a c’houéz ann tân war va aoter évit nétrâ? N’éma két va ioul enn-hoc’h, émé Aotrou ann arméou: ha na zigémérinn két a c’hôbr eûz hô taouarn.

11Râg adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûs-héol, eo brâz va hanô é-touez ar brôadou: hag é pép léac’h é réeur sakrifisou d’in, hag é kennigeur d’am hanô eur c’hennig glân: ô véza ma eo brâz va hanô é-touez ar brôadou, émé Aotrou ann arméou.

12Hôgen c’houi hoc’h eûz hé zaotret, pa livirit: Taol ann Aotrou a zô saotret; hag ar péz a lékéeur war-n-ézhi a zô disprizuz, gan̄d ann tân a zev anézhan̄.

13Hag é livirit: Chétu eûz hol labour, hag é c’houézit war-n-ézhan̄, émé Aotrou ann arméou; hag hoc’h eûz digaset eûz hô preiz eul loen gamm pé glañv, hag hoc’h eûz hé c’henniget e gôbr: hag hé digémérout a rinn-mé eûz hô tourn, émé ann Aotrou?

14Milliget ra vézô ann dén touelluz, péhini en deûz enn hé dropel eul loen gré, ha pa ra eur gwéstl, a lâz unan glan̄v d’ann Aotrou: râg eur roué brâz ounn, émé Aotrou ann arméou, ha va hanô a zô doujuz é-touez ar broadou. ———— II. PENNAD Gourdrouzou a énéb ar véleien. Kevrédigez ar briédélez didorruz. l. Ha bréman̄ d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, ô béleien. 2 Ma na fell két d’é-hoc’h sélaoui, ha ma na fell két d’é-hoc’h poelladi hô kaloun, évit rei gloar d’am hanô, émé Aotrou ann arméou; é kasinn ann diénez enn hô touez, hag é villiginn hô pennosiou; hag é villiginn anézhô, ô véza n’hoc’h eûz két poelladet hô kaloun. 3 Chétu mé a daolô d’é-hoc’h ar skoaz, hag é fenninn war hô tremm teil hô lidou; hag hén̄ en em stagô ouz-hoc’h. 4 Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé em eûz kaset d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, évit ma vijé va c’hévrédigez gan̄t Lévi, émé Aotrou ann arméou. 5 Gréat em eûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez a vuez hag a béoc’h: hag em eûz rôet d’ézhan̄ ann douj, hag hén̄ en deûz va doujet, hag a gréné dirâk va hanô. 6 Lézen ar wirionez a zô bét enn hé c’hénou, hag ar fallagriez né két bét kavet war hé vuzellou: er péoc’h hag enn eunnder en deûz baléet gan-én̄, ha meûr a hini en deûz distrôet eûz ar fallagriez. 7 Râk muzellou ar bélek a virô ar wiziégez, hag enn hé c’hénou é vézô klasket al lézen; ô véza ma eo éal Aotrou ann arméou. 8 Hôgen c’houi a zô distrôet diwar ann hen̄t, hag oc’h bét da wall-skouér da veûr a hini diwar-benn al lézen: kaset hoc’h eûz da-gét kévrédigez Lévi, émé Aotrou ann arméou. 9 Râk-sé em eûz hô lékéat da véza displed ha disléber dirâg ann holl boblou, ô véza n’hoc’h eûz két miret va hen̄chou, ha n’oc’h két bét diazaouez el lézen. 10 Ha n’hon eûz-ni két holl eunn hévélep tâd? ha né két eunn hévélep Doué en deûz hor c’hrouet? Pérâg éta pép-hini ac’hanomp a zispriz hé vreûr, ô terri kévrédigez hon tadou? 11 Juda en deûz torret al lézen, hag ann argarzidigez a zô bét c’hoarvézet é Israel hag é Jéruzalem: ô véza ma en deûz Juda saotret ar bobl gwéstlet d’ann Aotrou, hag a garé kemen̄t, ô kémérout da c’hrég merc’h eunn doué a-ziavéaz. 12 Ann Aotrou a gollô ann dén en dévézô gréat kémen̄t-sé, ar mestr pé ann diskibl eûz a deltou Jakob, hag ann hini a gennigô rôou da Aotrou ann arméou. 13 Ha c’hoaz hoc’h eûz gréat ann dra-man̄: gôlôet hoc’h eûz aoter ann Aotrou a zaérou, a geinvan, hag a c’harm; enn hévélep doaré na zellinn mui oud hô sakrifisou, ha na zigémérinn két évid en em habaskaat ar péz a zeûi eûz hô taouarn. 14 Ha c’houi hoc’h eûz lavaret: Dré bé abek? enn abek ma eo bét tést ann Aotrou étré té ha grég da iaouan̄ktiz, éc’h eûz disprizet: hag hi a oa da gréven d’id, ha grég da gévrédigez.

15Ha né két eunn hévéleb hini en deûz hô kréat, ha n’ oc’h-hu két dilerc’h hé c’houéz? Ha pétrâ a glask-hen̄, néméd hâd Doué? Mirid éta hô spéred, ha na zisprizit két grég hô iaouan̄ktiz.

16Pa gasai anézhi, kâs-hi kuît, émé ann Aotrou, Doué Israel: hôgen ar fallagriez a c’hôlôi hé wisk, émé Aotrou ann arméou: mirit hô spéred, ha na zisprizit két.

17Héget hoc’h eûz ann Aotrou gan̄d hô komsiou: ha c’houi hoc’h eûz lavaret: Kémen̄d hini a râ droug, a zô mâd dirâg ann Aotrou; hag hî a zô hétuz d’ézhan̄ ével-sé: anéz, péléac’h éma Doué ar varn? ———— III. PENNAD Donédigez diaraoger ar Messias, hag ar Messias hé-unan.

← Levr Zec'haria 14Read In The App, Free →Levr Malac'hi 2 →

Study Levr Malac'hi 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234