The Bible Software
bible.software › Levr Malac'hi › Levr Malac'hi 1 › Levr Malac'hi 1:15

Levr Malac'hi 1:15

Ha né két eunn hévéleb hini en deûz hô kréat, ha n’ oc’h-hu két dilerc’h hé c’houéz? Ha pétrâ a glask-hen̄, néméd hâd Doué? Mirid éta hô spéred, ha na zisprizit két grég hô iaouan̄ktiz.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In Context

14Milliget ra vézô ann dén touelluz, péhini en deûz enn hé dropel eul loen gré, ha pa ra eur gwéstl, a lâz unan glan̄v d’ann Aotrou: râg eur roué brâz ounn, émé Aotrou ann arméou, ha va hanô a zô doujuz é-touez ar broadou. ———— II. PENNAD Gourdrouzou a énéb ar véleien. Kevrédigez ar briédélez didorruz. l. Ha bréman̄ d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, ô béleien. 2 Ma na fell két d’é-hoc’h sélaoui, ha ma na fell két d’é-hoc’h poelladi hô kaloun, évit rei gloar d’am hanô, émé Aotrou ann arméou; é kasinn ann diénez enn hô touez, hag é villiginn hô pennosiou; hag é villiginn anézhô, ô véza n’hoc’h eûz két poelladet hô kaloun. 3 Chétu mé a daolô d’é-hoc’h ar skoaz, hag é fenninn war hô tremm teil hô lidou; hag hén̄ en em stagô ouz-hoc’h. 4 Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé em eûz kaset d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, évit ma vijé va c’hévrédigez gan̄t Lévi, émé Aotrou ann arméou. 5 Gréat em eûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez a vuez hag a béoc’h: hag em eûz rôet d’ézhan̄ ann douj, hag hén̄ en deûz va doujet, hag a gréné dirâk va hanô. 6 Lézen ar wirionez a zô bét enn hé c’hénou, hag ar fallagriez né két bét kavet war hé vuzellou: er péoc’h hag enn eunnder en deûz baléet gan-én̄, ha meûr a hini en deûz distrôet eûz ar fallagriez. 7 Râk muzellou ar bélek a virô ar wiziégez, hag enn hé c’hénou é vézô klasket al lézen; ô véza ma eo éal Aotrou ann arméou. 8 Hôgen c’houi a zô distrôet diwar ann hen̄t, hag oc’h bét da wall-skouér da veûr a hini diwar-benn al lézen: kaset hoc’h eûz da-gét kévrédigez Lévi, émé Aotrou ann arméou. 9 Râk-sé em eûz hô lékéat da véza displed ha disléber dirâg ann holl boblou, ô véza n’hoc’h eûz két miret va hen̄chou, ha n’oc’h két bét diazaouez el lézen. 10 Ha n’hon eûz-ni két holl eunn hévélep tâd? ha né két eunn hévélep Doué en deûz hor c’hrouet? Pérâg éta pép-hini ac’hanomp a zispriz hé vreûr, ô terri kévrédigez hon tadou? 11 Juda en deûz torret al lézen, hag ann argarzidigez a zô bét c’hoarvézet é Israel hag é Jéruzalem: ô véza ma en deûz Juda saotret ar bobl gwéstlet d’ann Aotrou, hag a garé kemen̄t, ô kémérout da c’hrég merc’h eunn doué a-ziavéaz. 12 Ann Aotrou a gollô ann dén en dévézô gréat kémen̄t-sé, ar mestr pé ann diskibl eûz a deltou Jakob, hag ann hini a gennigô rôou da Aotrou ann arméou. 13 Ha c’hoaz hoc’h eûz gréat ann dra-man̄: gôlôet hoc’h eûz aoter ann Aotrou a zaérou, a geinvan, hag a c’harm; enn hévélep doaré na zellinn mui oud hô sakrifisou, ha na zigémérinn két évid en em habaskaat ar péz a zeûi eûz hô taouarn. 14 Ha c’houi hoc’h eûz lavaret: Dré bé abek? enn abek ma eo bét tést ann Aotrou étré té ha grég da iaouan̄ktiz, éc’h eûz disprizet: hag hi a oa da gréven d’id, ha grég da gévrédigez.

16Pa gasai anézhi, kâs-hi kuît, émé ann Aotrou, Doué Israel: hôgen ar fallagriez a c’hôlôi hé wisk, émé Aotrou ann arméou: mirit hô spéred, ha na zisprizit két.

Read all of Levr Malac'hi 1

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Malac'hi 1:15

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Malac'hi 1:14Levr Malac'hi 1Levr Malac'hi 1:16 →