Levr Malac'hi 1:14
Milliget ra vézô ann dén touelluz, péhini en deûz enn hé dropel eul loen gré, ha pa ra eur gwéstl, a lâz unan glan̄v d’ann Aotrou: râg eur roué brâz ounn, émé Aotrou ann arméou, ha va hanô a zô doujuz é-touez ar broadou. ———— II. PENNAD Gourdrouzou a énéb ar véleien. Kevrédigez ar briédélez didorruz. l. Ha bréman̄ d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, ô béleien. 2 Ma na fell két d’é-hoc’h sélaoui, ha ma na fell két d’é-hoc’h poelladi hô kaloun, évit rei gloar d’am hanô, émé Aotrou ann arméou; é kasinn ann diénez enn hô touez, hag é villiginn hô pennosiou; hag é villiginn anézhô, ô véza n’hoc’h eûz két poelladet hô kaloun. 3 Chétu mé a daolô d’é-hoc’h ar skoaz, hag é fenninn war hô tremm teil hô lidou; hag hén̄ en em stagô ouz-hoc’h. 4 Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé em eûz kaset d’é-hoc’h ar gourc’hémenn-man̄, évit ma vijé va c’hévrédigez gan̄t Lévi, émé Aotrou ann arméou. 5 Gréat em eûz gan̄t-han̄ eur gévrédigez a vuez hag a béoc’h: hag em eûz rôet d’ézhan̄ ann douj, hag hén̄ en deûz va doujet, hag a gréné dirâk va hanô. 6 Lézen ar wirionez a zô bét enn hé c’hénou, hag ar fallagriez né két bét kavet war hé vuzellou: er péoc’h hag enn eunnder en deûz baléet gan-én̄, ha meûr a hini en deûz distrôet eûz ar fallagriez. 7 Râk muzellou ar bélek a virô ar wiziégez, hag enn hé c’hénou é vézô klasket al lézen; ô véza ma eo éal Aotrou ann arméou. 8 Hôgen c’houi a zô distrôet diwar ann hen̄t, hag oc’h bét da wall-skouér da veûr a hini diwar-benn al lézen: kaset hoc’h eûz da-gét kévrédigez Lévi, émé Aotrou ann arméou. 9 Râk-sé em eûz hô lékéat da véza displed ha disléber dirâg ann holl boblou, ô véza n’hoc’h eûz két miret va hen̄chou, ha n’oc’h két bét diazaouez el lézen. 10 Ha n’hon eûz-ni két holl eunn hévélep tâd? ha né két eunn hévélep Doué en deûz hor c’hrouet? Pérâg éta pép-hini ac’hanomp a zispriz hé vreûr, ô terri kévrédigez hon tadou? 11 Juda en deûz torret al lézen, hag ann argarzidigez a zô bét c’hoarvézet é Israel hag é Jéruzalem: ô véza ma en deûz Juda saotret ar bobl gwéstlet d’ann Aotrou, hag a garé kemen̄t, ô kémérout da c’hrég merc’h eunn doué a-ziavéaz. 12 Ann Aotrou a gollô ann dén en dévézô gréat kémen̄t-sé, ar mestr pé ann diskibl eûz a deltou Jakob, hag ann hini a gennigô rôou da Aotrou ann arméou. 13 Ha c’hoaz hoc’h eûz gréat ann dra-man̄: gôlôet hoc’h eûz aoter ann Aotrou a zaérou, a geinvan, hag a c’harm; enn hévélep doaré na zellinn mui oud hô sakrifisou, ha na zigémérinn két évid en em habaskaat ar péz a zeûi eûz hô taouarn. 14 Ha c’houi hoc’h eûz lavaret: Dré bé abek? enn abek ma eo bét tést ann Aotrou étré té ha grég da iaouan̄ktiz, éc’h eûz disprizet: hag hi a oa da gréven d’id, ha grég da gévrédigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 22:18Komz oud Aaron, oud hé vipien, hag oud holl vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn hô touez, en dévézô kenniget hé rô, pé ô sévéni hé westl, pé ô kenniga eûz hé ioul-vâd kémen̄d a gennig d’ann Aotrou é sakrifiz-losk,
Joshua 7:11Israel en deûz péc’het; ha torret eo bét gan̄t-han̄ va c’hévrédigez: kéméret hô deûz darn ann traou a ioa bét milliget (T), laéret hô deûz, gévier hô deûz lavaret, ha kuzet hô deûz hô laéron̄si é-touez hô diḻad.
Psalms 47:3Lékéat en deûz ar boblou da bléga dindân-omp, hag ar brôadou dindân hon treid.
Psalms 48:2Ann douar a drid ô wélout eo diazézet ménez Sion; war-zû ann han̄ter-nôz éma kéar ar roué brâz.
Psalms 76:12Hén̄ péhini a denn hô spéred digan̄d ar brin̄sed, hag a zô spoun̄tuz da rouéed ann douar. ———— LXXVI. PSALM. Évid an divez, évid Iditum, Psalm Asaf.
Psalms 102:16O véza m’en deûs ann Aotrou savet Sion: ha ma vézô gwélet enn hé c’hloar.