Levr Malac'hi 2:5
Ha mé a dôstai ouz-hoc’h é barn, hag a hastô da véza tést a-éneb ann drubarded, hag ann avoultrerien, hag ar ré a dorr hô lé; a-éneb ar ré a zinac’h gôbr ar gôpraer, a-éneb ar ré a vâc’h ann in̄tân̄vézed, ann emzivaded, hag ann diavésidi, ha na zoujon̄t két ac’hanoun, émé Aotrou ann arméou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Râk mé eo ann Aotrou, ha na drôann két: ha c’houi, bugalé Jakob, n’oc’h két bét bévézet.
Cross References
Numbers 8:15Ha goudé-zé éz ain̄t é tabernakl ar gévrédigez, évit va zervicha. Hag ével-sé é c’hlani hag é sakri anézhô ével eur c’hennig d’ann Aotrou: ô véza ma in̄t bét rôet d’in ével eur rô gan̄t bugalé Israel.
Numbers 18:8Hag ann Aotrou a gomzaz out Aaron: Chétu em eûz rôet d’id va fréveûdiou da viret. (T). Rôed em eûz d’id ha d’az vipien évid ar garg a vélek, dré eul lézen peûr-baduz, kémen̄d a zô kenniget d’in gan̄t bugalé Israel.
Psalms 106:30Hôgen Finéez a zavaz, hag a habaskaaz Doué: hag ar gouli a éhanaz.
Ezekiel 34:25Ha mé a rai gan̄t-hô eur gévrédigez a béoc’h hag a lakai-da-gét al loéned droug er vrô; hag ar ré a choum enn distrô, a gouskô gan̄t fisian̄s er c’hoajou.