Levr Malac'hi 2
1Chétu mé a gâs va éal, péhini a aozô ann hen̄t dirâk va dremm. Ha râk-tâl é teûi enn hé dempl ann trec’her a glaskit, hag éal ar gévrédigez a vennit. Chétu é teû, émé Aotrou ann arméou.
2Hôgen piou a hellô menna é deiz hé zonédigez, ha piou a choumô enn hé zâ évid hé wélout? Râg hén̄ a vézô ével tân ann teûzer, hag ével louzaouenn-ar-c’homm.
3Hag hén̄ a azézô ével ann hini a deûz hag a c’hlân ann arc’han̄t: glana a rai bugalé Lévi, hag hô lakai da véza skléar ével ann aour hag ann arc’han̄t; hag hî a gennigo sakrifisou d’ann Aotrou er reizded.
4Ha sakrifiz Juda ha Jéruzalem a vézô hétuz d’ann Aotrou, ével enn deisiou ken̄t, hag ével er bloavésiou kôz.
5Ha mé a dôstai ouz-hoc’h é barn, hag a hastô da véza tést a-éneb ann drubarded, hag ann avoultrerien, hag ar ré a dorr hô lé; a-éneb ar ré a zinac’h gôbr ar gôpraer, a-éneb ar ré a vâc’h ann in̄tân̄vézed, ann emzivaded, hag ann diavésidi, ha na zoujon̄t két ac’hanoun, émé Aotrou ann arméou.
6Râk mé eo ann Aotrou, ha na drôann két: ha c’houi, bugalé Jakob, n’oc’h két bét bévézet.
7Adalek deisiou hô tadou oc’h pelléet eûz va lézennou, ha n’hoc’h eûz két hô miret. Distroit ouz-in, ha mé a zistroi ouz-hoc’h, émé Aotrou ann arméou. Hôgen c’houi a lavar: É pétrâ é tistrôimp-ni?
8Mar teû eunn dén da héga Doué, pérâg é hégit-hu ac’hanoun? Ha c’houi a lavar: É pétrâ é hégomp-ni ac’hanod? Enn déogou hag er préveûdiou.
9Milliget oc’h enn diénez, ô véza ma hoc’h eûz holl va héget.
10Digasit ann holl zéogou em soliérou évit ma vézô boéd em zî, ha va arnodit war gémen̄t-sé, émé ann Aotrou, ma na zigorinn két d’é-hoc’h paliou ann én̄v, ha ma na skuḻinn két va bennoz war-n-hoc’h gan̄t founder.
11Gourdrouza a rinn ann amprévaned krinuz, ha na vévézinn két frouez hô touar: na vézô két difrouez ar winien enn hô mésiou, émé Aotrou ann arméou.
12Hag ann holl vrôadou hô kalvô tûd gwenvidik: râg hô touar a vézô eunn douar dudiuz, émé Aotrou ann arméou.
13Paotta a râ hô keriou em énep, émé ann Aotrou.
14Ha c’houi a lavar: Pétrâ hon eûz- ni lavaret enn da énep? Lavaret hoc’h eûz: Didalvoudégez eo servicha Doué: péléac’h éma hor gounid évit béza miret hé c’hourc’hémennou, hag évit béza baléet gan̄d doan dirâg Aotrou ann arméou?
15Bréma éta na c’halvimp gwenvidik néméd ar ré rôk: râg hî a zô savet oc’h ôber fallagriez: temptet hô deûz Doué, hag hî a zô bét gwarézet.
16Neûzé ar ré a zouj ann Aotrou hô deûz komzet ann eil oud égilé: hag ann Aotrou en deûz lékéat évez, hag en deûz sélaouet: hag hen̄ en deûz skrivet eul levr da én̄vor dira-z-han̄, é gounid ar ré a zouj ann Aotrou, hag a venn enn hé hanô.
17Hag hî a vézô d’in da duoni, émé Aotrou ann arméou, enn deiz a rinn: ha mé hô zrugarézo, ével ma trugarez eunn dén hé vâb a zervich anézhan̄.
18Hag é tistrôot, hag é wélot pétrâ a zô étré ann dén reiz hag ann dén direiz, hag étré ann hini a zervich Doué, hag ann hini n’hé zervich két. ———— IV. PENNAD Donédigez Élias abarz deiz ann Aotrou.