Levr Malac'hi 3:1
Râk chétu é teûi eunn deiz hag a loskô ével eur fourn: hag ann holl ré valc’h, hag ann holl ré fallagr a vézô ével kôlô: hag ann deiz-zé da zon̄t a loskô anézhô, émé Aotrou ann arméou, hép lézel gan̄t-hô na gwenn, na grisien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 110:1Ann Aotrou en deûz lavaret d’am Aotrou: Azez war va dourn déou: kén n’em bézô lékéat da énébourien da skabel d’as treid.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Isaiah 40:10Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, embannit hé veûleûdi eûz a benn ann douar, c’houi péré a ziskenn war ar môr, ha war hé holl c’horré; c’houi, énézi, ha c’houi péré a choum enn-hô.
Hosea 12:3Râk-sé é vézin̄t ével koabr ar min̄tin, hag ével ar glîz a drémen gan̄d ar min̄tin, hag ével ar poultr a zô c’houézet diwar al leûr gan̄d eur gorven̄ten, hag ével ar môged a zâv diwar ann oaled.
Malachi 2:7Adalek deisiou hô tadou oc’h pelléet eûz va lézennou, ha n’hoc’h eûz két hô miret. Distroit ouz-in, ha mé a zistroi ouz-hoc’h, émé Aotrou ann arméou. Hôgen c’houi a lavar: É pétrâ é tistrôimp-ni?