The Bible Software
Levr Malac'hi · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Malac'hi 3

1Râk chétu é teûi eunn deiz hag a loskô ével eur fourn: hag ann holl ré valc’h, hag ann holl ré fallagr a vézô ével kôlô: hag ann deiz-zé da zon̄t a loskô anézhô, émé Aotrou ann arméou, hép lézel gan̄t-hô na gwenn, na grisien.

2Hôgen ann héol a reizded a zavô évid-hoc’h, c’houi péré a zouj va hanô, hag ar zilvidigez a géfot dindân hé ziou-askel: ha c’houi a zeûi er-méaz, hag a zaḻô ével leûé eunn tropel.

3Ha c’houi a vac’hô ar ré fallagr, pa vézin̄t deûet da ludu dindân kaloun hô treid, enn deiz a rinn, émé Aotrou ann arméou.

4Hô pézet koun eûz a lézen Moizes va zervicher, em eûz gourc’hémennet d’ézhan̄ é Horeb, évit kâs da Israel holl va c’hélennou ha va barnédigézou.

5Chétu mé a gasô d’é-hoc’h Élias ar profed, abarz ma teûi deiz braz hag eûzuz ann Aotrou.

6Hag hén̄ a drôi kaloun ann tadou oud hô bugalé, ha kaloun ar vugalé oud hô zadou; gan̄d aoun na zeûfenn, ha na skôfenn ann douar a valloz.

← Levr Malac'hi 2Read In The App, Free →Levr Malac'hi 4 →

Study Levr Malac'hi 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234