Levr Mic'ha 1:11
Id ébiou, gôlôet a véz hag a vézégez, c’houi péré a choum enn eul léac’h dudiuz: né két éat er-méaz ann hini a choum enn hoc’h harzou: ann ti nés, péhini a zô choumet enn hé zâ anézhan̄ hé-unan, a zô bét glac’haret enn abek d’é-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Na embannit, két kémen̄t-sé é Get, na skuḻit két a zaérou, é tî ar poultr en em c’hôlôit a boultr.
Cross References
Isaiah 16:2Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô: Ével eul labous a dec’h, hag ével labousédigou a nîch er-méaz eûz hô neiz, ével-sé é vézô merc’hed Moab pa dreûzin̄t ann Arnon.
Isaiah 47:2Ével eur c’hlezé lemm en deuz lékéat va génou; gan̄t skeûd hé zourn en deûz va gwarézet, va lékéat en deûz ével eûr zaez dilennet; enn hé dron̄s en deûz va c’huzet.
Jeremiah 48:6Va fobl a zô deûet ével eunn tropel dian̄ket: hô mésérien hô deûz hô zouellet, hag hô lékéat da gildrei er ménésiou; eûz ar ménésiou in̄d éat enn traon̄iennou, an̄kounac’héet eo bét gan̄t-hô léac’h hô éhan.
Ezekiel 16:37Chétu mé a strollô ar ré holl a garé ac’hanod, ha gan̄d péré oud en em zaotret; hag ar ré holl éc’h eûz karet, gan̄d ar ré holl éc’h eûz kaséet; ha mé hô strollô holl enn da énep a bép tû; hag é likiinn enn noaz da vézégez dira-z-hô, hag hî a wélô da holl hudurez.
Micah 1:8Râk-sé e keininn, hag é iouc’hinn: kerza a rinn diwisk hag enn noaz: keinvanou a rinn ével ann aérévent, ha kunuc’hennou ével ann aotruzed.