Levr Yehezkel 16:37
Chétu mé a strollô ar ré holl a garé ac’hanod, ha gan̄d péré oud en em zaotret; hag ar ré holl éc’h eûz karet, gan̄d ar ré holl éc’h eûz kaséet; ha mé hô strollô holl enn da énep a bép tû; hag é likiinn enn noaz da vézégez dira-z-hô, hag hî a wélô da holl hudurez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 4:30Hôgen té pa vézi gwastet, pétrâ a rî? Ha pa en em wiskfez gan̄t tané, ha pa en em gin̄klfez gan̄t kin̄klérézou aour, ha pa livchez da zaoulagad gan̄t liou dû, enn-aner eo en em gempenfez; ar ré az karé a zisprizô ac’hanod, hag a glaskô da vuez.
Lamentations 1:8Eur péc’hed brâz é deûz gréat Jéruzalem, râk-sé eo deûet da véza kildrô. Ar ré holl a énoré anézhi, hô deûz hé disprizet, ô véza ma hô deûz gwélet hé mézégez; hôgen hi é deûz distrôet hé fenn enn eur geina. THETH.
Ezekiel 23:9Râk-sé em eûz hé lékéat étré daouarn hé orgédérien, étré daouarn mipien Assur, péré é deûz karet dreist-penn.
Hosea 2:3Gan̄d aoun na ziwiskfenn anézhi enn noaz, ha n’hé lakajenn da véza ével é deiz hé ganédigez, n’hé lakajenn da véza ével eunn distrô, n’hé lakajenn da véza ével eunn douar dihen̄t, ha n’hé lazchenn gan̄d ar zéc’hed.
Hosea 8:10Ével bôdou-rézin enn distrô em eûz kavet Israel: ével ar c’hen̄ta frouez eûz a vâr ar wézen-fiez, em eûz gwélet hô zadou,: hôgen hî a zô éat da gaout Béelfégor, hag a zô pelléet diouz-in enn eunn doaré mézuz; hag hî a zô deûet da véza argarzuz, ével ar péz hô deûz karet.