The Bible Software
bible.software › Levr Mic'ha › Levr Mic'ha 1 › Levr Mic'ha 1:15

Levr Mic'ha 1:15

Eunn her a gasinn c’hoaz d’id, té péhini a choum é Marésa: gloar Israel a iélô béteg Odollam.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

Yet will I bring an heir unto thee, O inhabitant of Mareshah: he shall come unto Adullam the glory of Israel.

In Context

14Râk-sé roué Israel a gasé eûz hé dud étrézé prin̄sed Get: hôgen na gavin̄t néméd eunn ti a c’hevier, a douellô anézhô.

16En em voala, hag en em douz, diwar-benn da vugalé a ioa da zudi: léd da voalder ével ann er; râk skrapet in̄t bét d’id ha kaset é sklavérez. ———— II. PENNAD Direizded ha kastiz bugalé Israel. l. Gwâ c’houi a venn traou gwân, hag a râ drougiez enn hô kwéléou: da c’houlou-deiz é réon̄t kémen̄t-sé, râg a-énep Doué é savon̄t hô dourn. 2 Ar parkou hô deûz c’hoan̄téet; hô skrapet hô deûz gan̄d diboell; hag ann tiez hô deûz ivé skarzet: mac’het hô deûz ann dén hag hé dî, ann dén hag hé zigwéz. 3 Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a gasô war ann tiad-zé eunn drouk, a béhini na dennot két hô kouzoug: na valéot mui gan̄t balc’hder, râg eur gwall amzer e vézô. 4 Enn deiz-zé é vézô gréat rambréou diwar hô penn, kanaouennou bourduz a vézô kanet diwar hô koust, ô lavarout: Gwastet ha didudet omp: digwéz va fobl a zô névézet: Pénaoz é pellai-hén diouz-in? p’az ai-kuît, é rannô hon douarou. 5 Râk-sé na vézô hini ac’hanoc’h a gémen̄t en dévézô hé lôd hag hé zigwéz é strollad ann Aotrou. 6 Na livirit két héb éhan: kémen̄t-sé na gouézô két war-n-ézhô, na vézin̄t két gôlôet a véz. 7 Tî Jakob a lavar: Ha berréet eo spéred ann Aotrou, hag ar ré-zé eo hé vénosiou? Ha né két mâd va geriou é-kén̄ver néb a gerz er reizded? 8 Hôgen va fobl a zô savet em énep: ar zaé hag ar man̄tel hoc’h eûz skrapet: ével énébourien oc’h en em daolet war ar ré a iéa ébiou é péoc’h. 9 Gragez va fobl hoc’h eûz taolet er-méaz eûz hô ziez dudiuz: va meûleûdi hoc’h eûz tennet da-vikenn eûz a c’hénou hô bugaligou. 10 Savit hag ît-kuît, râk n’eûz két a éhan aman̄ évid-hoc’h: râg ann hudurez gan̄t péhini hoc’h eûz hé saotret, é deûz hé leûniet a fléar. 11 A-ioul é venn eunn dén hép spéred, hag é teûjenn ken̄toc’h da lavarout gevier: kouéza a rinn war-n-od ével eur gwin a zeû da vézvi; ha war ar bobl-man̄ eo é kouézinn. 12 Da strolla a rinn holl, ô Jakob: grounna a rinn dilerc’hiou Israel: hô lakaad a rinn kévret ével eunn tropel er c’hraou, ével dén̄ved é-kreiz hô c’hlôz: reûstl a vézô gan̄d al lôd brâz a dûd. 13 Râg ann hini a dlé digeri ann hen̄t d’ézhô a biñô enn hô raok: hî en em rannô, hag a dréménô dré ar porz, hag a iélô ébarz: hag hô roué a iélô ébiou dira-z-hô, hag ann Aotrou enn hô fenn. ———— III. PENNAD Gourdrouzou Doué a-éneb ar brin̄sed, ar varnerien, hag ar véleien.

Read all of Levr Mic'ha 1

Cross References

Joshua 15:35Ha Jérimot, hag Adallam, ha Soko, hag Azéka,

1 Samuel 22:1Neûzé é teûjon̄t da lavaroud da Zavid: Chétu ar Filistined a stourm out Seila; hag hî a wast ar sôliérou.

Isaiah 7:17Ann Aotrou a zigasô war-n-oud, ha war da bobl, ha war dî da dâd, gan̄d armou roué ann Assiried, deisiou ha n’in̄t két bét deûet abaoé ar rann eûz a Éfraim diouc’h Juda.

Isaiah 10:5Gwâ Assur, hén̄ eo gwalen ha bâz va frouden; enn hé zourn eo em euz lékéat va buanégez.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Mic'ha 1:15

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Mic'ha 1:14Levr Mic'ha 1Levr Mic'ha 1:16 →