Levr Mic'ha 4:8
Ha dilerc’hiou Jakob a vézô er brôadou, é-kreiz kalz poblou, ével eul léon é-kreiz loéned ar c’hoajou, hag ével eul léonik é-kreiz eunn tropel dén̄ved, péhini a drémen, a vâc’h, hag a skrâp, hép ma hell hini harza out-han̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Da zourn a zavô war ar ré a vrézélékai ouz-id, ha da holl énébourien a vézô dispennet.
Cross References
2 Samuel 5:7Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô ivé kéar David.
Psalms 24:7Savid hô tôriou, ô prin̄sed; ha c’houi, dôriou peûr-baduz, savit; ha roué ar c’hloar a iélô ébarz.
Isaiah 5:2Eur c’harz a réaz war hé zrô, hag é tennaz ar vein anézhi, hag é plan̄taz enn-hi gwini dilennet, hag é savaz eunn tour é-kreiz, hag é réaz eur waskel enn-hi; hag hén̄ a c’hédé é rôjé barrou mâd, ha na roaz némét rézin c’houéz.
Daniel 2:44Hôgen é deisiou ar rouan̄télésiou-zé, Doué ann én̄v a zavô eur rouan̄télez ha na vézô bikenn kaset-da-gét, eur rouan̄télez ha na vézô bikenn rôet da eur bobl all; hôgen hî a ziskarô hag a vrévô ann holl rouan̄télésiou all, hag a badô da-vikenn.