Levr Mic'ha 4:7
Ha dilerc’hiou Jakob a vézô é-kreiz kalz poblou, ével ar glîz a zeû eûz ann Aotrou, hag ével bannéou dour war ar géot, hép gortozi dén, hép gédal nétrâ digan̄t bugalé ann dûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 6:13Déoget é vézô c’hoaz, hag é tistrôi oud ann Aotrou, hag en em ziskouézô brâz ével ann térébin̄t, hag ével ann derven a astenn kaer he skourrou: hag ar wenn a vézô choumet enn-hi a vézô eur wenn zan̄tel. ———— VII. PENNAD. Eur werc’hez a c’hanô eur mâb hanvet Emmanuel.
Isaiah 10:21Ann dilerc’h a zistrôi, dilerc’h Jakob, émé-vé, étrézég ann Doué kré. 22 Râg ha pa vé da bobl, ô Israel, ker paot ha tréaz ar môr, ann dilerc’h anézhô a zistrôi; ann dilerc’h bihan-zé a skuḻô gan̄t founder ar reizded.
Ezekiel 43:7A lavaraz d’in: Mâb dén, aman̄ éma léac’h va zrôn, ha léac’h roudou va zreid, é péléac’h é chouminn é-kreiz bugalé Israel da-vikenn; ha tî Israel na zaotrô mui va hanô san̄tel, nag hî nag hô rouéed, gan̄t hô gadélésiou, gan̄t bésiou hô rouéed, ha gan̄d al lec’hiou uc’hel.
Daniel 7:27Hôgen ar rouan̄télez, hag ar galloud, hag héd ar rén a zô dindân ann én̄v, a vézô rôet da bobl sen̄t ann Uc’hel-brâz: râg hé rouan̄télez a zô eur rouan̄télez peûr-baduz; hag ar rouéed holl a zervichô anézhi, hag a zen̄tô out-hi.