Levr Mic'ha 4
1Bréma a vézi gwastet, merc’h al laéroun: lékéat hô deûz ar c’hrounn war-n-omp: skei a rain̄t gan̄d eur wialen war vôc’h barner Israel.
2Ha té, Béthléhem Éfrata, bihanig oud é-touez keriou Juda: ac’hanod é teûi d’in ann hini a vézô da Aotrou enn Israel, ann hini a zô deûet adaleg ar penn-ken̄ta, adaleg ann deisiou peûr-baduz.
3Râk-sé é rôi d’ézhô bétég ann amzer, é péhini é c’houilioudô ann hini a dlé gwilioudi: hag ann dilerc’h eûz hé vreudeûr a zistrôi out bugalé Israel.
4Hag hén̄ a zavô, hag a beûrô é ners ann Aotrou, é uc’helded hanô ann Aotrou hé Zoué: hag hî a zistrôi, râk neûzé é vézô meûlet dreist-men̄t bétég harzou ann douar.
5Hag hén̄ a vézô ar péoc’h; pa zeûi ann Assiried enn hor brô-ni, ha pa vac’hin̄t hon tiez: ha nî a lakai da zével out-hô seiz meser, hag eiz dén brâz.
6Hag hî a zispennô douar Assur gan̄d ar c’hlézé, ha douar Nemrod gan̄d hô gwafiou: hag hén̄ hon dieûbô eûz ann Assiried, pa zeûin̄t enn hor brô, ha pa vac’hin̄t hon harzou.
7Ha dilerc’hiou Jakob a vézô é-kreiz kalz poblou, ével ar glîz a zeû eûz ann Aotrou, hag ével bannéou dour war ar géot, hép gortozi dén, hép gédal nétrâ digan̄t bugalé ann dûd.
8Ha dilerc’hiou Jakob a vézô er brôadou, é-kreiz kalz poblou, ével eul léon é-kreiz loéned ar c’hoajou, hag ével eul léonik é-kreiz eunn tropel dén̄ved, péhini a drémen, a vâc’h, hag a skrâp, hép ma hell hini harza out-han̄.
9Da zourn a zavô war ar ré a vrézélékai ouz-id, ha da holl énébourien a vézô dispennet.
10Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé, émé ann Aotrou: Tenna a rinn da gézek eûz da greiz, hag é torrinn da girri.
11Dispenna a rinn keriou da vrô, hag é tiskarinn da holl gréou: ar strôbinellou a denninn eûz da zourn, ha na vézô mui a ziouganerien enn-od.
12Kas a rinn da-gét da idolou kizellet, hag ar skeûdennou eûz da greiz: ha na azeûli mui labour da zaouarn.
13Diframma a rinn ar c’hoajou brâz eûz da greiz, hag é vrévinn da geriou.
14Hag en em ven̄ji a rinn em frouden hag em buanegez eûz ann holl vrôadou péré n’hô deûz két va zélaouet. ———— VI. PENNAD Ann Aotrou a rébech d’ar Iuzevien hô dizanaoudégez.