Levr Nahoum 2:1
Chétu ar skiñer a biñ dira-z-od, ann hini a zeû d’az grounna: laka évez oud ann hen̄t, ken-nerz da zargreiz, en em gréva muia ma helli.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 50:14Kennig da Zoué eur sakrifiz a veûleûdi; ha rô da wéstlou d’ann Uc’héla.
Isaiah 14:6Péhini enn hé frouden a skôé war ar boblou gouliou dibaréuz, a lékéa ar brôadou dindân hé béli, hag hô heskiné gan̄t krisder.
Isaiah 29:8Hag Assur a gouézô dindân ar c’hlézé, nann klézé eunn dén; eur c’hlézé a loun̄kô anézhan̄, ha na vézô két klézé eunn dén; tec’hout a rai, ha na vézô két dirâg ar c’hlézé; hag hé dûd-iaouan̄k a baéô gwiriou.
Jeremiah 25:9Pérâg en deûs-hén̄ diouganet é hanô ann Aotrou, ô lavarout: Ével Silo é vézô ann tî-man̄; hag ar géar-man̄ a vezô disman̄tret, ha na choumô dén enn-hi? Hag ann holl bobl en em strollaz a-énep Jérémias é tî ann Aotrou.
Jeremiah 50:23C’houézeg aval-granad ha pévar-ugen̄t a oa a-ispiḻ; kan̄t aval-granad a ioa enn-holl, hag hî strôbet gan̄d eur roued.