Levr Nahoum 2
1Chétu ar skiñer a biñ dira-z-od, ann hini a zeû d’az grounna: laka évez oud ann hen̄t, ken-nerz da zargreiz, en em gréva muia ma helli.
2Râg ann Aotrou a zistolô hé c’halloud da Jakob; hag hé c’halloud da Israel: râg ar wasterien hô deûz hô skiñet, ha saotret hô c’hreskou.
3Tiren hé dûd-kré a lûc’h ével tân, hé dûd-a-vrézel a zô gôlôet a vouk: é liou tân eo lerennou hé girri é deiz ann emgann, hag hô c’harrénerien a zô môrédet.
4Ann hen̄chou a zô leûn a reûstl: ar c’hirri a stok ann eil oud égilé el leûriou-kéar: ann dremm anézhô a zô ével kleûzeûriou, hag ével luc’hed réd.
5Nivéri a rai hé dud kréva, péré a gerzô gan̄d err braz: piña a rain̄t buan war ar vûr, hag éc’h aozin̄t lec’hiou klét.
6Dôriou ar steriou a zô digor, hag ann templ a zô dispennet bétég ann diazez.
7Ann dûd-a-vrézel a zô kéméret ha kaset é sklavérez: hag hé merc’hed a vézô kaset-kuît hag hî ô keina ével koulmed, hag ô krôza é gwéled hô c’haloun.
8Ha Niniva a zô gôlôet a zour ével eul lenn: hogen hî a dec’h: Savit, savit, ha dén na zistrô.
9Skrapit ann arc’han̄t, skrapit ann aour: n’eûz penn d’hé madou ha d’hé holl draou kaer.
10Disman̄tret eo, ha diskaret, ha diroget: dizéc’het eo hô c’haloun, hô daoulin a grén, hô digroazel a zô diners; hô dremmou holl a zô du pôd.
11Péléac’h éma kéô al léoned, ha peûrvan al léonédigou, al léac’h é péhini en em denne al léon, hag hé léonédigou, ha na oa dén évid hô spoun̄ta?
12Al léon a géméré hag a lazé péadrâ évid hé léonédigou, hag hé leonézed, hag é leûnié hé géô a breiz, hag hé doull a skarz.
13Chétu mé a zeû étrézég enn-od, émé Aotrou ann arméou; ha mé a zevô da girri bétég ar môged, hag ar c’hlézé a zispennô da léonédigou: da breiz a denninn diwar ann douar, ha na vézô klevet mui mouéz da gannaded. ———— III. PENNAD Niniva glac’haret ha kaset-da-gét.