Levr Nehemia 11
1Hôgen prin̄sed ar bobl a choumaz é Jéruzalem; hôgen ar ré all eûz ar bobl a daolaz d’ar sort, évit-ma choumché ann dékved lôden anézhô é Jéruzalem ar géar zan̄tel, hag ann naô lôden all er c’heriou all.
2Hôgen ar bobl a veûlaz ar ré holl a oa en em genniget évit choum é Jéruzalem.
3Chétu aman̄ éta prin̄sed ar brovin̄s, péré a choumaz é Jéruzalem, hag é keriou Juda. Hôgen pép-hini a choumaz enn hé drâ, hag enn hé geriou; Israel, ar véleien, al Lévited, ann Natinéed, ha mipien servicherien Salomon.
4Ha lôd eûz a vipien Juda, hag eûz a vipien Ben̄jamin a choumaz é Jéruzalem. Eûz a vipien Juda: Ataias, mâb Aziam, mâb Zac’harias, mâb Amarias, mâb Zafatias, mâb Malaléel. Eûz a vipien Farez;
5Maasia, mâb Baruc’h, mâb Kolhoza, mâb Hazia, mâb Adaia, mâb Joiarib, mâb Zac’harias, mâb Siloni:
6Ann holl vipien-zé da Farez, pére a choumaz é Jéruzalem, a oé pévar c’han̄t eiz ha tri-ugen̄t, hag hî tûd kré.
7Chétu aman̄ mipien Ben̄jamin: Sellum, mâb Mosollam, mâb Joed, mâb Fadaia, mâb Kolaia, mâb Masia, mâb Étéel, mâb Isaia;
8Ha goudé hé-man̄ Gebbai, Sellai, naô c’han̄t eiz war-n-ugen̄t;
9Ha Joel, mâb Zéc’hri, a oa da benn war-n-ézhô, ha Judas, mâb Sénua, ann eil war géar.
10Hag eûz ar véleien; Idaia, mâb Joarib, ha Jac’hin;
11Saraia, mâb Helsias, mâb Mosollam, mâb Sadok, mâb Méraiot, mâb Ac’hitob, réner tî Doué;
12Hag hô breûdeûr péré a réa labour ann templ; eiz kan̄t daou war-n-ugen̄t. Hag Adaia, mâb Jéroham, mâb Fésélia, mâb Amsi, mâb Zac’harias, mâb Fesur, mâb Melc’hias;
13Hag hé vreûdeûr prin̄sed ann tiadou; daou ha daouzég-ugen̄t. Hag Amasai, mâb Azréel, mâb Ahazi, mâb Mosollamot, mâb Emmer;
14Hag hô breûdeûr galloudek-brâz; eiz ha c’houec’h-ugen̄t; ha Zabdiel a oa da benn war-n-ézhô, hag hén̄ mâb d’ar ré c’halloudek.
15Hag eûz al Lévited; Séméia mâb Hasub, mâb Azarikam, mâb Hasabia, mâb Boni,
16Ha Sabatai ha Jozabed, eûz a brin̄sed al Lévited, war ann holl labouriou a réad enn diavéaz eûz a dî Doué.
17Ha Matania, mâb Mic’ha, mâb Zébédei, mâb Asaf, a oa da benn war ar ré a veûlé hag a an̄savé gloar ann Aotrou er béden, ha Bekbésia, ann eil eûz hé vreûdeûr, hag Abda, mâb Samua, mâb Galal, mâb Iditum:
18Ann holl Lévited er géar zan̄tel; pévar ha pévarzég-ugen̄t.
19Hag ar borsierien; Akkub, Telmou, hag hô breûdeûr, péré a ziwallé ann ôriou; daouzeg hag eiz-ugen̄t.
20Hag ar ré all eûz a Israel, béleien ha Lévited, a choumaz é holl geriou Juda, pép-hini enn hé drâ.
21Hag ann Natinéed, péré a choumaz é Ofel, ha Siaha, ha Gasfa, a oa da benn war ann Natinéed.
22Ha prin̄s al Lévited é Jéruzalem, Azzi, mâb Bani, mâb Hasabia, mâb Matanias, mâb Mic’ha. Eûz a vipien Asaf é oé kanerien é servich tî Doué.
23Râg ar roué en dôa rôet hé c’hourc’hémenn diwar hô fenn, hag ar reiz é pép dervez é-touez ar ganerien.
24Ha Fatahia, mâb Mésézébel, eûz a vipien Zara, mâb Juda, a oa dindân dourn ar roué, é kémen̄d a zellé oud ar bobl.
25Hag é kén̄ver al lec’hiou all é péré é choumchon̄t; lôd eûz a vipien Juda a choumaz é Kariatarbé, hag enn hé faboursiou; hag é Dibon, hag enn hé faboursiou; hag é Kabséel, hag enn hé bourc’hiou;
26Hag é Jésué, hag é Molada, hag é Betfalet,
27Hag é Hasersual, hag é Bersabéé, hag enn hé faboursiou,
28Hag é Siseleg, hag é Moc’hona, hag enn hé faboursiou,
29Hag é Remmon, hag é Sarna, hag é Jérimut,
30É Zanoa, é Odollam, hag enn hô bourc’hiou; é Lac’his hag enn hé faboursiou, é Azéka, hag enn hé faboursiou. Hag hî a choumaz adalek Bersabéé bété traon̄ien Ennom.
31Hôgen mipien Ben̄jamin; eûz a C’héba é Mec’hmas, hag enn Hai, hag é Bétel, hag enn hé faboursiou:
32É Anatot, é Nob, é Anania,
33É Asor, é Rama, é Gétaim,
34É Hadid, é Séboim, é Nésallat, é Lod,
35Hag é Ono, traon̄ien ar vichérourien.
36Hag al Lévited hô dôa hô lôd é Juda hag é Ben̄jamin. ———— XII. PENNAD. Gwéstlérez muriou Jéruzalem.