Levr Nehemia 12:31
Ha mé a lékéaz prin̄sed Juda da biña war ar vûr; hag é riz diou van̄den vrâz évit kana meûleûdiou. Hag hî a iéaz a zéou war ar vûr, étréze porz ann teil.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
30Ar véleien hag al Lévited en em c’hlanaz, hag a c’hlanaz ar bobl, hag ar persier, hag ar vûr.
32Hag Osaias a iéaz war hô lerc’h, hag ann han̄ter eûz a brin̄sed Juda,
Cross References
1 Chronicles 28:1David éta a strollaz holl brin̄sed Israel, duged ar breûriézou, ha rénerien ar ban̄dennou, péré a oa é servich ar roué; hag ivé ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag ar ré holl a véré madou ar roué, hag hé vipien, hag hé spazéien, hag ar ré c’halloudéka hag ar ré galounéka eûz ann armé, é Jéruzalem.
Nehemiah 2:13Ha mé a iéaz héd ânn nôz dré zôr ann draon̄ien, ha dirâk feun̄teun ann aer, hag é-tal pors ann teil, hag é selliz out mûr Jéruzalem a oa diskaret, hag oud hé fersier a oa dévet gan̄t ann tân.
Nehemiah 12:38Ha war borz Éfraim, ha war ar borz kôz, ha war borz ar pésked, ha war tour Hananéel, ha war tour Émat, ha bété porz ann tropel; hag hî a choumaz out porz ann diwall.