Levr Nehemia 2:13
Ha mé a iéaz héd ânn nôz dré zôr ann draon̄ien, ha dirâk feun̄teun ann aer, hag é-tal pors ann teil, hag é selliz out mûr Jéruzalem a oa diskaret, hag oud hé fersier a oa dévet gan̄t ann tân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 1:3Hag hî a lavaraz d’in: Ar ré a zô choumet goudé ar sklavérez, hag a choum c’hoaz er vrô, a zô enn eur c’hlac’har vrâz, hag enn eunn dismégan̄s vrâz; mûr Jéruzalem a zô freûzet, hag hé fersier a zô bét dévet gan̄d ann tân.
Nehemiah 2:15Hag é piñiz, en̄dra ma oa c’hoaz nôz, dré ar froud, hag é selliz oud ar vûr, hag é teûiz adarré da borz ann draon̄ien, hag é tistrôîz.
Nehemiah 3:13Hanun ha tûd Zanoé a zavaz porz ann draon̄ien; hé zével a réjon̄t hag é lékéjon̄t out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou, hag ivé mil ilinad a vûr bété porz ann teil.
Nehemiah 12:31Ha mé a lékéaz prin̄sed Juda da biña war ar vûr; hag é riz diou van̄den vrâz évit kana meûleûdiou. Hag hî a iéaz a zéou war ar vûr, étréze porz ann teil.