The Bible Software
Levr Nehemia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Nehemia 12

1Chétu aman̄ ar véleien hag al Lévited a biñaz gan̄t Zorobabel, mâb Salatiel, ha gan̄t Josué: Saraia, Jérémias, Esdras,

2Amaria, Melluc’h, Hattus,

3Sébénias, Réum, Mérimut,

4Addo, Genton, Abia,

5Miamin, Madia, Belga,

6Séméia, ha Joiarib, Idaia, Sellum, Amok, Helsias,

7Idaia. Ar ré zé eo prin̄sed ar véleien, hag hô breûdeûr é deisiou Josué.

8Hag al Lévited: Jésua, Bennui, Kedmihel, Sarébia, Juda, Matanias, péré a oa da benn gan̄d hô breûdeûr, war ar ganaouennou-san̄tel.

9Bekbésia hag Hanni, hag hô breûdeûr, pép-hini enn hé garg.

10Hôgen Josué a oé tâd Joasim, ha Joasin a oé tâd Éliasib, hag Éliasib a oé tâd Joiada (T);

11Ha Joiada a oé tâd Jonatan, ha Jonatan a oé tâd Jeddoa. (T).

12Hôgen é deisiou Joasim, chétu aman̄ ar véleien ha pennou hô ziadou: Eûz a Zaraia, Maraia; eûz a Jérémias, Hananias;

13Eûz a Esdras, Mosollam; eûz a Amarias, Johanan;

14Eûz a Vilic’ho, Jonatan; eûz a Zébénias, Jozef;

15Eûz a Haram, Edna; eûa a Variot, Helsi;

16Eûz a Adaia, Zac’harias; eûz a C’henton, Mosollam,

17Eûz a Abias, Zéc’hri: eûz a Viamin hag eûz a Voadias, Felti;

18Eûz a Velga, Sammua; eûz a Zémaia, Jonatan;

19Eûz a Joiarib, Matanai; eûz a Jodaia, Azii;

20Eûz a Zellai, Sélai; eûz a Amok, Héber:

21Eûz a Helsias, Hasébia; eûz a Idaia, Natanael.

22Al Lévited é deisiou Éliasib, ha Joiada, ha Johanan, ha Jeddoa, hag hanvou pennou ann tiadou hag ar véleien, a oé skrivet é-pad rén Darius, roué ar Bersianed.

23Mipien Lévi, prin̄sed ann tiadou, a zô bét skrivet hô hanvou é levr ar Paralipoménon, ha bété deisiou Jonatan, mâb Éliasib.

24Ha prin̄sed al Lévited, Hasébia, Sérébia, ha Josué, mâb Kedmihel; hag hô breûdeûr enn hô reiz, évit meûli hag an̄savout gloar ann Aotrou, hervez gourchémenn David, ann dén Doué, hag hé zévéni gan̄t reiz pép-hini d’hé drô.

25Matania, ha Bekbésia, Obédia, Mosollam, Telmon, Akkub, péré a ziwallé ann ôriou hag ar borchédou war harz ann ôriou.

26Ar ré-man̄ a oa é deisiou Joasim, mâb Josué, mâb Josédek, hag é deisiou Néhémias ann dûg, hag Esdras ar bélek hag ar skrivañer.

27Hôgen évit sakrérez mûr Jéruzalem, é oé klasket al Lévited eûz hô holl lec’hiou, hag é oen̄t digaset da Jéruzalem, évit ma rajen̄t ar sakrérez-zé gan̄t lévénez hag anaoudégez-vâd, gan̄t kanaouennou, ha simbalou, ha lirennou, ha télennou.

28Hôgen mipien ar ganerien en em strollaz eûz ar gompézennou war-drô da Jéruzalem, hag eûz a vourc’hiou Nétufati,

29Hag eûz a dî Galgal, hag eûz a vrôiou Géba hag Azmavet; râg ar ganerien hô dôa savet bourc’hiou évit-hô war-drô da Jéruzalem.

30Ar véleien hag al Lévited en em c’hlanaz, hag a c’hlanaz ar bobl, hag ar persier, hag ar vûr.

31Ha mé a lékéaz prin̄sed Juda da biña war ar vûr; hag é riz diou van̄den vrâz évit kana meûleûdiou. Hag hî a iéaz a zéou war ar vûr, étréze porz ann teil.

32Hag Osaias a iéaz war hô lerc’h, hag ann han̄ter eûz a brin̄sed Juda,

33Hag Azarias, Esdras, ha Mosollam, Judas, ha Ben̄jamin, ha Séméia, ha Jérémias.

34Hag eûz a vipien ar véleien gan̄d hô c’herniel-boud, Zac’harias, mâb Jonatan, mâb Séméia, mâb Matanias, mâb Mic’haia, mâb Zéc’hur, mâb Asaf;

35Hag hé vreûdeûr, Séméia, hag Azaréel, Malalai, Galalai, Maai, Natanael, ha Judas, hag Hanani, gan̄t binviou David ann dén Doué; hag Esdras ar skrivañer enn hô raok out porz ar feun̄teun.

36Hag hî a biñaz war ann tû énep, é dérésiou kéar David, el léac’h ma zâv ar vûr dreist tî David, ha bété porz ann douréier war-zû ar sâv-héol.

37Hag ann eil van̄den eûz ar ré a gané meûleûdiou, a iéa étrézég ann tû énep; ha mé war hé lerc’h, hag ann han̄ter eûz ar bobl war ar vûr, ha war ann tour eûz ar fourniou, ha bétég al lôd lédana eûz ar vûr,

38Ha war borz Éfraim, ha war ar borz kôz, ha war borz ar pésked, ha war tour Hananéel, ha war tour Émat, ha bété porz ann tropel; hag hî a choumaz out porz ann diwall.

39Hag ann diou van̄den eûz ar ré a gané meûleûdiou é tî ann Aotrou, a choumaz enn hô sâ, ha mé ivé, hag ann han̄ter eûz ar pennou-brô a oa gan-én̄:

40Hag ar véleien ivé; Éliakim, Maasia, Miamin, Mic’héa, Élioénai, Zac’harias, Hanania, gan̄t kerniel-boud,

41Ha Maasia, ha Séméia, hag Éléazar, hag Azzi, ha Johanan, ha Melc’hia, hag Élam, hag Ézer; hag ar ganerien a ganaz skiltr, ha Jezraia hô réner.

42Hag hî a lazaz kalz a viktimou enn deiz-zé, hag en em laouénaaz: râk Doué en dôa hô c’harget eûz a eul lévénez vrâz; hô gragez ivé, hag hô bugalé en em laouénaaz, ha lévénez Jéruzalem a oé klevet a bell.

43Dilennet é oé ivé enn deiz-zé, é-touez ar véleien hag al Lévited, tûd évid hô lakaad da benn war gamprou ann ten̄zor, war ar braoued, war ar c’hen̄ta-frouez, ha war ann déogou, évit ma helché ar ré gen̄ta eûz a géar hô digémérout digan̄t-hô gan̄t trugarézou brâz: râk Juda en em laouénéé kaer, ô véza ma oa énô ar véleien hag ar Lévited.

44Hag hî a viraz gourc’hémenn hô Doué, ha gourc’hémenn ann dic’haouidigez; hag ivé ar ganerien hag ar borsierien, hervez kémenn David, ha Salomon hé vâb;

45Râg é deisiou David hag Asaf, abaoé ar penn ken̄ta, é oé lékéat prin̄sed war ar ganerien, évit meûli hag an̄savout Doué enn hô c’hân.

46Hag Israel holl, é deisiou Zorobabel, hag é deisiou Néhémias, a rôaz bemdez hô lôd d’ar ganerien ha d’ar borsierien: rei a réan̄t ivé eûz ann traou san̄tel d’al Lévited, hag al Lévited a rôé eûz ann traou san̄tel da vipien Aaron. ———— XIII. PENNAD. Al lézen a zô lennet. Néhémias a gastiz kalz direisiou.

← Levr Nehemia 11Read In The App, Free →Levr Nehemia 13 →

Study Levr Nehemia 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213