Levr Nehemia 13:25
Ha mé hô c’hrôzaz, hag a villigaz anézhô. Lakaad a rîz kanna lôd anézhô, hag é rîz hô zouga; hag é likiiz anézhô da doui dirâk Doué, pénaoz na rôjen̄t két hô merc’hed d’hô mipien, ha na gemerchen̄t két eûz hô merc’hed évid hô mipien, hag évit-hô hô-unan, ô lavarout:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 7:3Na zélaoui két geriou ar profed-zé pé ann huvréer-zé; râg ann Aotrou hô Toué a arnod ac’hanôc’h, évit ma vézô anat mar karit anézhan̄ a greiz hô kaloun, hag a greiz hoc’h éné, pé ma n’her c’harit két.
Deuteronomy 27:14Eûz ar frouez dioanet gan̄d ann héol ha gan̄d al loar;
Ezra 7:26Ha piou-bennâg na zévénô két gan̄t préder lézen da Zoué ha lézen ar roué, a vézô barnet pé d’ar marô, pé d’ann harlu, pé da eur gwir war hé vadou, pé c’hoaz d’ar vâc’h.
Nehemiah 5:6Drouk-brâz a zavaz enn-oun pa hô c’hleviz ô krôza enn doaré-zé.
Nehemiah 10:29Ar ré holl hô dôa hô skian̄t-vâd a grétéé évid hô breûdeûr, hag ar ré gen̄ta anézhô a zeûaz da rei hô gér, ha da doui pénaoz é kerzchen̄t é lézen Doué, en dôa rôet dré zourn Moizez, servicher Doué, évit sévéni ha mirout holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, hon Doué, hag hé varnédigézou, hag hé lidou;