Levr Nehemia 2:10
Pa glévaz kémen̄t-sé Sanaballat ann Horonitad, ha Tobias ar servicher hag ann Ammonitad, é oen̄t glac’haret-brâz, ô véza ma oa deûet eunn dén a glaské eûr-vâd bugalé Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Ha mé a iéaz da Jéruzalem, hag a choumaz énô a-héd trî dervez.
Cross References
Ezra 4:4Evel-sé pobl ar vrô a viraz out pobl Juda na zavchen̄t ann templ, hag a reûstlaz anézhô.
Nehemiah 4:1Hôgen pa glevaz Sanaballat pénaoz é savemp ar vûr a névez, é savaz drouk-brâz enn-han̄; hag enn hé déarded, é réaz goab eûs ar Iuzévien;
Nehemiah 6:1Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, ha Gossem ann Arabiad, hag hon holl énébourien, pénaoz em bôa assavet ar vûr, ha na oa enn-hi difreûz é-béd (pétrâ-bennâg n’em bôa két gellet bétég énô lakaad ar stalafiou oud ar persier);
Nehemiah 13:4Ha war gémen̄t-sé édô Éliasib ar bélek, péhini a oa bet da benn war den̄zor tî hon Doué, hag a oa kâr-nes da Dobias.
Psalms 112:10Ar péc’her her gwélô, hag é savô droug enn-han̄; skriña a rai hé zen̄t, hag é tizec’hô; hôgen ioul ar béc’herien a iélô-da-gét. ———— CXII. PSALM. Alléluia.
Proverbs 27:4Ar vuanégez hag ann diboell a darz a zô didrugarez; ha piou a hellô herzel out frouden eunn dén buanek?