Levr Nehemia 6:1
Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, ha Gossem ann Arabiad, hag hon holl énébourien, pénaoz em bôa assavet ar vûr, ha na oa enn-hi difreûz é-béd (pétrâ-bennâg n’em bôa két gellet bétég énô lakaad ar stalafiou oud ar persier);
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 2:10Pa glévaz kémen̄t-sé Sanaballat ann Horonitad, ha Tobias ar servicher hag ann Ammonitad, é oen̄t glac’haret-brâz, ô véza ma oa deûet eunn dén a glaské eûr-vâd bugalé Israel.
Nehemiah 3:1Neûzé Éliasib, ar bélek-brâz, a zavaz, hag hé vreûdeûr ar véleien, hag é savchon̄t porz ann dén̄ved; hé san̄téla a réjon̄t, hag é savchon̄t hé fersier, ô san̄téla anézhô, bété tour ar c’han̄t ilinad, bété tour Hananéel.
Nehemiah 3:6Ha Joiada, mâb Faséa, ha Mosollam, mâb Bésodia, a zavaz ar porz kôz: hé dei a réjon̄t, hag é lékéjon̄t out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou.
Nehemiah 4:6Ével-sé é assavchomp ar vûr, hag é aozchomp anézhi holl bétég ann han̄ter, ha kaloun ar bobl en em gen̄traouaz d’al labour.
Daniel 9:25Gwéz éta, ha laka évéz. Abaoé ar gourc’hémenn a vézô rôet évid assével Jéruzalem, bétég ar C’hrist blénier, é vézô seiz sizun, ha diou zizun ha trî-ugen̄t; hag al leûriou-kéar hag ar muriou a vézô assavet é amzeriou doaniuz.