The Bible Software
Levr Nehemia · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Nehemia 4

1Hôgen pa glevaz Sanaballat pénaoz é savemp ar vûr a névez, é savaz drouk-brâz enn-han̄; hag enn hé déarded, é réaz goab eûs ar Iuzévien;

2Hag é lavaraz dirâg hé vreûdeûr, ha dirâg eul lôd brâz eûs a Zamaritaned: Pétrâ a râ ar gôz Iusévien-zé? Hag hô lézel a rai ar boblou da ôber? Hag hî a rai hô sakrifisou, hag hô peûr-c’hrai enn eunn dervez? Hag hî a hellô laboura gan̄t mein, a zô bét lékéat gan̄d ann tân enn eur bern ludu?

3Ha Tobias ann Ammoniad, a oa tôst d’ézhan̄, a lavaraz: Labouren̄t; mar teû eul louarn, é lamô dreist hô mûr véan.

4Sélaou, hon Doué, râk goap a réer ac’hanomp (T); trô ann dismégan̄s war hô fenn, ha laka anézhô da véza goapéet é douar hô sklavérez.

5Na c’hôlô két hô fallagriez, ha na vézet két lamet hô féc’hed a zirâg da zremm, ô véza ma hô deûz gréat goab eûz al labourerien.

6Ével-sé é assavchomp ar vûr, hag é aozchomp anézhi holl bétég ann han̄ter, ha kaloun ar bobl en em gen̄traouaz d’al labour.

7Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, hag ann Arabied, hag ann Ammonited, hag ann Azotied, pénaoz é oa serret gouli mûr Jéruzalem, ha pénaoz éz édot oc’h aoza ann difreûzou, é savaz eunn drouk-brâz enn-hô.

8Hag hî en em strollaz kévret évid don̄d da stourmi out Jéruzalem, hag aoza spiou d’é-omp.

9Neûzé é pédchomp hon Doué, hag é lékéjomp gwarded war ar vûr nôz-deiz évid énébi out-hô.

10Hôgen Judas a lavaraz: Ann dougerien a zô skuîz ha kalz a brî a zô hag ével-sé na hellimp két sével ar vûr.

11Hag hon énébourien a lavaraz: Na wézen̄t ha na gleven̄t nétrâ, kén na zeûimp enn hô mesk, hag é lazimp anézhô, hag é lakaimp al labour da éhana.

12Hôgen ar Iuzevien péré a choumé é-touez ann dûd-zé, ô véza deûet, hag ô véza lavaret kémen̄t-sé d’é-omp dék kwéach, eûz ann holl lec’hiou eûz a béré é oan̄t deûet étrézég enn-omp;

13É likiiz ar bobl dré ren̄kad a-héd hag adrén̄ d’ar vûr, gan̄d hô c’hlézéier, hag hô gwafiou, hag hô gwarégou.

14Ha goudé béza évéséet-mâd, é saviz, hag é liviriz d’ar ré vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl: Na spoun̄tit két ra-z-hô; hô pézet koun pénaoz eo brâz ha galloudek ann Aotrou; ha stourmit evid hô preûdeûr, évid hô mipien, évid hô merc’hed, évid hô kragez, hag évid hô tiez.

15Hôgen pa glevaz hon énébourien pénaoz é oa bét diskuliet kémen̄t-sé d’é-omp, Doué a vévézaz hô dézô. Hag é tistrôjomp holl d’ar muriou, pép-hini d’hé labour.

16Hag adaleg ann deiz-zé ann han̄ter eûz ann dûd-iaouan̄k en em rôé d’al labour, hag ann han̄ter all a oa daré d’ar brézel, gan̄d hô gwafiou, hô zirennou, hô gwarégou, hag hô harnézou, hag hô frin̄sed war hô lerc’h é holl dî Juda.

17Ar ré a zavé ar vûr, hag ar ré a sougé ar bec’hiou, hag ar ré a gargé anézhô, a réa hô labour gan̄d eunn dourn, hag a zougé hô c’hlézé gan̄d ann dourn all:

18Râg ar ré holl a labouré, a zougé hô c’hléze oud hô gouriz: hag hi a labouré, hag a zoné ar c’horn-boud dira-z-oun.

19Ha mé a lavaraz d’ar ré-vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl: Eul labour brâz eo hag ec’hon, ha nî a zô aman̄ a-héd ar vûr pell ann eil diouc’h égilé.

20E pé léac’h-bennâg ma klevet son ar c’horn-boud, rédit di étrézég enn-omp: hon Doué a stourmô évid-omp.

21Hôgen nî, gréomp al labour; hag ann han̄ter ac’hanomp douget ar gwâf, adalek goulou-deiz bété ma savô ar stéred.

22Enn amzer-zé é liviriz ivé d’ar bobl: choumet pép-hini gan̄d hé baotr é-kreiz Jéruzalem, ma hellimp laboura nôz-deiz pép-hini d’hé drô.

23É-ken̄ver mé ha va breûdeûr, ha va faotred, hag ar gwarded a oa war va lerc’h, na zilézemp két hon diḻad, néméd évid en em walc’hi. ———— V. PENNAD. Aliou Néhémias d’ar ré binvidik.

← Levr Nehemia 3Read In The App, Free →Levr Nehemia 5 →

Study Levr Nehemia 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213