Levr ar Varnerien 3:27
Ha râk-tâl é sonaz gan̄d ar c’horn-boud war vénez Éfraim; ha bugalé Israel a ziskennaz gan̄t-han̄, hag hén̄ enn hô raok.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 3
Cross References
Joshua 17:18Hôgen tréménoud a rî war ar ménez, hag é trouc’hî, hag é skarzi d’id eul léac’h évit choum: hag é helli mon̄t c’hoaz pelloc’h, p’az pézô kaset-da-gét ar C’hananéed, péré, war da lavar, hô deûz kirri houarnet, hag a zô kré-meûrbed. ———— XVIII. PENNAD. Lôden Ben̄jamin.
Judges 6:34Hôgen spéred ann Aotrou a zeûaz war Gédéon, péhini ô séni gan̄d ar c’horn-boud a zastumaz tî Abiézer, évit ma teûjé war hé lerc’h.
Judges 10:1Goudé Abimélek é oé lékéat é penn bugalé Israel Tola, mâb Fua, éon̄tr Abimélek, dén eûz a vreûriez Isakar, péhini a choumé é Samir, é ménez Éfraim.
Judges 19:1Béz’ éz oa eul Lévit péhini a choumé war gostez ménez Éfraim, hag en dôa kéméret eur c’hrég eûz a Vétléhem Juda.
2 Samuel 20:22Neûzé éz éaz-hî da gaoud ar bobl, hag é komzaz out-hô gan̄t furnez: hag hî ô véza trouc’het penn Séba, mâb Bokri, a daolaz anézhan̄ da Joab. Hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag hî a zistrôaz eûz a zirâg ar géar, hag en em dennaz dindân hé delt. Hôgen Joab a zistrôaz da gavout ar roué da Jéruzalem.
Nehemiah 4:14Ha goudé béza évéséet-mâd, é saviz, hag é liviriz d’ar ré vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl: Na spoun̄tit két ra-z-hô; hô pézet koun pénaoz eo brâz ha galloudek ann Aotrou; ha stourmit evid hô preûdeûr, évid hô mipien, évid hô merc’hed, évid hô kragez, hag évid hô tiez.