Levr Nehemia 6:11
Ha mé a lavaraz: Ha dén é-béd hén̄vel ouz-in a dec’h? Ha piou ével-d-oun a iélô enn templ, hag a vévô? N’az inn két.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 3:10Da Aaron ha d’hé vipien, da béré in̄t bét rôet gan̄t bugalé Israel. Hôgen Aaron hag hé vipien a liki da ôber ar garg a vélék. Kemen̄d diavésiad a dôstai évid ôber ar garg-zé, a vézô lékéat d’ar marô.
1 Samuel 19:5Ha David a lavaraz da Jonatas: War-c’hoaz éma ar c’hen̄ta eûz ar mîz, ha mé a zô boazet da azéza e-kichen ar roué évid dibri: va lez éta da guza enn eur park bété pardaez ann trédé deiz.
Nehemiah 6:9Râg ar ré-zé holl a spoun̄té ac’hanomp, ô véza ma kréden̄t pénaoz é lezchemp al labour, hag éc’h éhanchemp. Hôgen krévaad a rîz va daouarn évit kémen̄t-sé;
Psalms 11:1Enn Aotrou eo en em fisiann: pénaoz é livirit-hu d’am éné: Trémen buan war ar ménez ével eur golvan?
Psalms 112:8Krévéet eo hé galoun: na vézô két kéflusket kén na zisprizô hé énébourien.
Ecclesiastes 10:1Ar c’helien a varv enn tréat, a wall ar vlâz anézhan̄. Eunn diboell skan̄v ha berr-baduz, a zô tréac’h d’ar furnez ha d’ar c’hloar.