Levr Nehemia 6
1Hôgen pa glevaz Sanaballat, ha Tobias, ha Gossem ann Arabiad, hag hon holl énébourien, pénaoz em bôa assavet ar vûr, ha na oa enn-hi difreûz é-béd (pétrâ-bennâg n’em bôa két gellet bétég énô lakaad ar stalafiou oud ar persier);
2Sanaballat ha Gossem a gasaz étrézég enn-oun, ô lavarout: Deûz, ha gréomp kévrédigez eun eur vourc’h-bennâg eûz a gompézen Ono. Hôgen hî a venné ôber drouk d’in.
3Ha mé a gasaz kannaded d’ézhô, évit lavarout: Eul labour brâz a rann, ha na hellann két diskenni, gan̄d aoun na vé gréat fall, en̄dra m’az ajenn d’hô kavout, ha ma tistrôjenn aman̄.
4Hôgen kâs a réjon̄t étrézég enn-oun évit lavarout ann hévélep trâ a-benn péder gwéach; ha mé a respoun̄taz bépred d’ézhô ével ar wéach gen̄ta.
5Neûzé Sanaballat a gasaz étrézég enn-oun évid ar bempved gwéach he baotr, gan̄d eul lizer enn hé zourn a oa skrivet ével-henn:
6Klevet eo bét é-touez ar boblou, ha Gossem en deûz hé lavaret, pénaoz té hag ar Iusevien a fell d’é-hoc’h en em zispac’ha, ha râk-sé eo é savez ar vûr, hag é fell d’id en em lakaad da roué war-n-ézhô; ha dré-zé,
7Éc’h eûz lékéat proféded, péré a brézég diwar da benn é Jérusalem, ô lavarout: Roué eo é Judéa. Ar roué a dlé klevout kémen̄t-sé; deûz éta bréma, évit ma en em guzulimp kévret.
8Ha mé a gasaz étrézég enn-hô, évit lavarout: Né két bét gréat ével ma lévérez: hôgen eûz da galoun da-unan é tennez kémen̄t-sé;
9Râg ar ré-zé holl a spoun̄té ac’hanomp, ô véza ma kréden̄t pénaoz é lezchemp al labour, hag éc’h éhanchemp. Hôgen krévaad a rîz va daouarn évit kémen̄t-sé;
10Hag éz îz é-kûz é tî Sémaias, mâb Dalaias, mâb Métabéel, péhini a lavaraz d’in: Kuzuliomp é tî Doué, é kreiz ann templ, ha serromp ann ôriou; râg hî a dlé don̄t évid da laza, hag enn nôz-man̄ é teûin̄t évit da laza.
11Ha mé a lavaraz: Ha dén é-béd hén̄vel ouz-in a dec’h? Ha piou ével-d-oun a iélô enn templ, hag a vévô? N’az inn két.
12Hag éc’h anavéziz pénaoz n’en dôa két Doué hé gaset, hôgen pénaoz en dôa komzet ouz-in é doaré eur profed, hag é oa bét touellet gan̄t Tobias ha Sanaballat:
13Râg hén̄ en dôa bét arc’han̄t digan̄t-hô évit va spoun̄ta, va lakaad da béc’hi, ha kaoud drouk da rébecha d’in.
14Ar péz koun ac’hanoun, Aotrou, enn abek da ôberiou Tobias ha Sanaballat, hag ivé ar profed Noadias, hag ar broféded all, péré a fellé d’ézhô va spoun̄ta.
15Ar vûr a oé peûr-zavet er pempved deiz war-n-ugen̄t eûz a vîz Élul, a-benn daou zervez hag han̄ter-kan̄t.
16Pa glevaz hon holl énébourien kémen̄t-sé, ann holl boblou a oa war-drô d’é-omp a oé spoun̄tet, hag a vennaz gan̄t poell enn-hô hô-unan, hag a anavézaz pénaoz al labour-zé a oa bét gréat gan̄d Doué.
17Hôgen enn deisiou-zé prin̄sed ar Iuzevien a gasaz kalz a lizéri da Dobias, ha Tobias a gasaz eûz hé ré d’ézhô.
18Râk kalz a dûd a ioa er Judéa, péré hô dôa gréat lé d’ézhan̄, ô véza ma oa mâp-kaer da Zéc’hénias, mâb Aréa, ha m’en dôa Johanan, hé vâb, kéméret da c’hrég merc’h Mosollam, mâb Barac’hias:
19Hag hî a veûlé anézhan̄ dira-z-oun, hag a roé da anaout d’ézhan̄ ar péz a lavarenn; ha Tobias a gasé lizéri évit spoun̄ta ac’hanoun. ———— VII. PENNAD. Nivérérez ar ré a zeûaz gan̄t Zorobabel eûz ar sklavérez.