Niveroù 3:10
Da Aaron ha d’hé vipien, da béré in̄t bét rôet gan̄t bugalé Israel. Hôgen Aaron hag hé vipien a liki da ôber ar garg a vélék. Kemen̄d diavésiad a dôstai évid ôber ar garg-zé, a vézô lékéat d’ar marô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Hag ann Aotrou a gomzaz oud Moizez, ô lavarout:
Cross References
Numbers 3:38Moizez hag Aaron gan̄d hé vipien, péré hô deûz ann diwall eûz ar san̄tuar é-kreiz bugalé Israel, a lakai hô c’hamp dirâk tabernakl an gévrédigez, da lavaroud eo, war-zû ar sâv-héol. Kémen̄d diavésiad a dôstai out-hô, a vézô lékéat d’ar marô.
Numbers 16:40Évit ma vijen̄t pelloc’h da gélen da vugalé Israel; évit na dôstai dén diavésiad é-béd, nag hini ha na vézô két eûz a wenn Aaron da genniga ézan̄s d’ann Aotrou, gan̄d aoun na c’houzan̄vché ével m’en deûz gouzan̄vet Koré, hag hé holl strollad, hervez m’en dôa ann Aotrou hé lavaret da Voizez.
Numbers 18:7Hôgen té ha da vipien, mirit hô pélégiez ha kémen̄d a zell ouc’h lîd ann aoter, hag a zô enn diabarz eûz ar wél, a vézô é karg ar véleien; mar tôsta eunn diavésiad-bennâg out-hô, é vézô lazet.