Levr Nehemia 6:2
Sanaballat ha Gossem a gasaz étrézég enn-oun, ô lavarout: Deûz, ha gréomp kévrédigez eun eur vourc’h-bennâg eûz a gompézen Ono. Hôgen hî a venné ôber drouk d’in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 20:9Joab éta a lavaraz da Amasa: Deiz mad d’id, va breûr. Hag hén̄ a grogaz gan̄d hé zourn déou é helgez Amasa evel évit poki d’ézhan̄.
Nehemiah 3:22Goudé hé-man̄ é labouras ar véleien, péré a oa é kompézennou ar Jourdan.
Psalms 12:2Traou gwân a lavar pép-hini d’hé nésa; ann touellérez a zô war hô muzellou, gan̄d eur galoun daou-blég é komzon̄t.
Psalms 37:32Ar péc’her a zell oc’h ann dén reiz; hag a glask ann tû d’hé laza.
Proverbs 26:25Ha pa gomzché ouzid gan̄t kun̄vélez, na gred két d’ézhan̄; râk seiz drougiez a zô enn hé galoun.
Jeremiah 41:2Azarias, mâb Osaias, ha Johanan, mâb Karée, hag ann holl dûd rôk, a lavaraz da Jérémias: Gévier a lévérez; ann Aotrou, hon Doué, n’en deûz két da gaset évit lavarout d’ é-omp: N’az éot két d’ann Éjipt évit choûm énô.