Levr Nehemia 8:10
Hag hén̄ a lavaras d’ézhô: It, ha dibrit kîk lard, hag évit gwîn c’houek, ha rôit lôd d’ar ré péré n’hô deûz aozet nétrâ évit-hô; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz san̄tel d’ann Aotrou; ha n’en em dristait két, râk lévénez ann Aotrou eo hon ners.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 26:11Ével ma c’halv ann er hé érédigou évid hô lakaad da nicha, ha ma c’hournich a-ziouc’h d’ézhô, ével-sé en deûz astennet hé ziou-askel, hag en deûz hé zavet, hag en deûz hé zouget war hé ziou-skoaz.
1 Chronicles 16:27Gloar ha meûrdez a zô dira-z-han̄; ners ha lévénez el léac’h m’éma.
Esther 9:22O véza m’hô dôa ar Iuzevien en em ven̄jet enn deisiou-zé eûz hô énébourien, ma oa trôet hô c’haon̄ hag hô glac’har é laouénidigez hag é dudi; ha ma vijé ann deisiou-zé deisiou a vanvez hag a lévénez, ma kasché boéd ann eil d’égilé, ha ma rajen̄t rôouigou d’ar béorien.
Psalms 28:7Ann Aotrou eo va skoazel ha va gwarézer: va c’haloun é deûz lékéat hé géd enn-han̄, hag ounn bét skoazellet; ha névézet eo bét va c’hîk; ha mé a veûlô anézhan̄ a greiz kaloun.
Ecclesiastes 2:24Ha né két gwelloc’h dibri hag éva hag ôber vâd d’hé éné gan̄t frouez hé labouriou? Ha kémen̄t-man̄ a zeû eûz a zourn Doué.