Eklesiastes 2:24
Ha né két gwelloc’h dibri hag éva hag ôber vâd d’hé éné gan̄t frouez hé labouriou? Ha kémen̄t-man̄ a zeû eûz a zourn Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
25Piou en dévézô hé walc’h hag hé zudi ével-d-oun?
Cross References
Deuteronomy 12:18Lakaad a rinn da zével eur Profed d’ézhô eûz a greiz hô breûdeûr, hen̄vel ouz-id: lakaad a rinn va geriou enn hé c’hénou, hag hén̄ a lavarô d’ézhô kémen̄d a c’hourc’hémenninn d’ézhan̄.
Nehemiah 8:10Hag hén̄ a lavaras d’ézhô: It, ha dibrit kîk lard, hag évit gwîn c’houek, ha rôit lôd d’ar ré péré n’hô deûz aozet nétrâ évit-hô; râg ann deiz-man̄ a zô eunn deiz san̄tel d’ann Aotrou; ha n’en em dristait két, râk lévénez ann Aotrou eo hon ners.
Ecclesiastes 3:12Ha mé em eûz anavézet pénaoz né oa nétra gwelloc’h égéd en em laouénaat, hag ôber ervâd enn hé vuez.
Ecclesiastes 3:22Hag em eûz anavézet pénaoz n’eûz nétrâ gwelloc’h évit ann dén égéd en em laouénaad enn hé labour, ha pénaoz eo hen-nez hé lôd. Râk piou a zougô anézhan̄ da anaout ar péz a c’hoarvézô hé-c’houdé? ———— IV. PENNAD. Talvoudégez ar gévrédigez.
Ecclesiastes 5:18Ha pa en deûz rôet Doué da eunn dén madou ha danvez, hag ar galloud da zibri anézhô, da biaoua hé lôd, ha d’en em laouénaad enn hé labour; kémen̄t-sé zô eur rô eûz a Zoué.
Ecclesiastes 8:15Meûlet em eûz éta al lévénez; hag em eûz lavaret pénaoz né oa nétrâ gwelloc’h évit ann dén dindân ann héol némét dibri, hag éva, hag en em laouénaat: ha pénaoz na gasé ann dén gan̄t-han̄ némét-sé, eûz al labour en dôa gréat enn hé vuez a-zoug ann deisiou en dôa rôet Doué d’ézhan̄.