Levr Nehemia 8:2
Esdras, ar bélek, a zigasaz éta al lézen dirâg ar strollad eûz ar oazed hag eûz ar merc’hed, hag eûz ar ré holl a hellé hé foella, enn deiz ken̄ta eûz ar seizved mîz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 23:24Lavar da vugalé Israel: Er seizved mîz, d’ar c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lidot ar sabbat gan̄t ann drompiḻou, é koun eûz ar zoun anézhô; hag ann deiz-sé a vézô galvet san̄tel. (M).
Deuteronomy 17:18Na gennigi két gôbr ar c’hast na gwerz ar c’hî é tî ann Aotrou da Zoué pétrâ-bennâg m’az pézô gwéstlet; râg argarzuz in̄t hô daou dirâg ann Aotrou da Zoué.
Joshua 8:35Na lézaz nétrâ héb hé lavarout, eûz a gémen̄t en dôa gourc’hémennet Moizez: hôgen diskouéza a réaz a-névez pép trâ dirâg holl bobl Israel, dirâg ar merc’hed, dirâg ar vugaligou, ha dirâg ann diavézidi a oa deûet da choum enn hô zouez. ———— IX. PENNAD. Trôidel ar C’habaonited.
Nehemiah 8:18Hôgen Esdras a lennaz bemdez é levr lézen Doué, adaleg ann deiz ken̄ta bétég ann divéza; hag hî a réaz ar gwél é pâd seiz dervez, hag ar strollad enn eizved dervez, hervez ar c’hîz. ———— IX. PENNAD. Pinijen ar bobl. Péden al Lévited.
Nehemiah 13:1Hôgen enn deiz-zé é oé lennet enn eul levr eûz a Voizez dirâg ar bobl; hag é oé kavet skrivet enn-han̄ pénaoz na dlé bikenn ann Ammonited hag ar Voabited mon̄d é iliz Doué:
Malachi 2:7Adalek deisiou hô tadou oc’h pelléet eûz va lézennou, ha n’hoc’h eûz két hô miret. Distroit ouz-in, ha mé a zistroi ouz-hoc’h, émé Aotrou ann arméou. Hôgen c’houi a lavar: É pétrâ é tistrôimp-ni?