Levr Nehemia 9:20
Da spéred mâd éc’h eûz rôet dézhô évit hô deskî, ha n’éc’h eûz két tennet da vann eûz hô génou; ha dour éc’h eûz rôet d’ézhô enn hô séc’hed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:17Ha mé a ziskennô énô évit komza ouz-id; hag é kémérinn eûz da spéred, hag é rôinn anézhan̄ d’ézhô, évit ma tougin̄t gan-éz béac’h ar bobl, ha na vézi két karget da-unan.
Joshua 5:12Goudé ma hô dôé debret eûz a frouez ann douar, ar mann a éhanas, ha bugalé Israel na zebrchon̄t mui pelloc’h eûz ar boéd zé; hôgen dibri a réjon̄t frouez douar Kanaan eûz ann héveleb bloaz.
Psalms 105:41Faouta a réaz ar méan, hag é rédaz douréier; steriou a skuḻaz war eul léac’h séac’h.
Isaiah 41:17Péhini en deûz digaset ar c’hirri hag ar c’hézek, ann armé hag hé holl ners; hôgen gourvézet in̄t kévret, ha na zavin̄t mui; mouget ha lazet in̄t bet ével eur boulc’hen.