Levr Nehemia 9:19
Hôgen té, enn da drugarézou brâz, n’éc’h eûz két hô dilézet enn distrô; ar peûl koabr né két tec’het diout-hô, évid hô réna a-héd ann deiz, hag ar peûl tân a-héd ann nôz, évit diskouéza d’ézhô ann hen̄t dré béhini é tlien̄t kerzout.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 9:15Enn deiz éta é péhini é oé savet ann tabernakl, é oé gôlôet gan̄d eur goabren; hôgen adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin éz oa war ann telt ével eur wélédigez dân.
Numbers 9:21Mar d-oa choumet ar goabren adaleg ar pardaez bétég ar min̄tin, ha ma’z éa-kuît diwar ann tabernakl da darz-ann-deiz, en em lékéen̄t enn hen̄t râk-tâl; ha goudé eunn deiz hag eunn nôz pa zeûé d’én em denna, e plégen̄t hô zeltou.
1 Samuel 12:22Ha pa oé deûet deiz ann emgann, n’en em gavaz na klézé na goaf e dourn hini é-béd eûz ar ré a oa gan̄t Saül ha Jonatas, némét gan̄t Saül hép-kén ha Jonatas, hé vâb.
Nehemiah 9:27Râk-sé éc’h eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô glac’haret. Hag é amzer hô gloaz hô deûz garmet étrézég enn-oud: ha té éc’h eûz hô sélaouet eûz ann én̄v, hag hervez da drugarézou brâz, éc’h eûz rôet d’ézhô dieûberien, évid hô zenna eûz a zourn hô énébourien.
Psalms 106:7Hon tadou enn Éjipt na boelchon̄t két da vurzudou; n’hô dôé két a goun eûz al lôd brâz eûs da drugarézou; hag hî a hégaz oc’h ann Aotrou, pa biñen̄t étrézég ar môr, ar môr Rûz.