Niveroù 10:12
Ha bugalé Israel a iéaz enn hen̄t, eûz a zistrô Sinai, hervez hô ban̄dennou, hag ar goabren a arzaôaz é distrô Faran.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Hag ar ré a zavaz da gen̄ta hô c’hamp, hervez gourc’hémenn ann Aotrou dré c’hénou Moizez,
Cross References
Numbers 2:34Ha bugalé Israel a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou. Lakaad a réjon̄t hô c’hamp diouc’h hô ban̄dennou, hag éz éjon̄t enn hen̄t diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou. ———— III. PENNAD. Nivérérez al Lévited.
Numbers 9:5Hag hî a réaz ar Pask enn hé amzer, ar pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, war vénez Sinai. Bugalé Israel a réaz kémen̄t trâ ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
Numbers 13:3Kâs tûd évid anaout douar Kanaan, a dléann da rei da vugalé Israel, tûd eûz ar ré gen̄ta eûz a béb breûriez.
Numbers 33:15Hag ô véza éat-kuît eûz a Rafidim, é tiazézchon̄t hô c’hamp é distrô Sinai.