Niveroù 2:34
Ha bugalé Israel a réaz kémen̄d en dôa gourc’hémennet ann Aotrou. Lakaad a réjon̄t hô c’hamp diouc’h hô ban̄dennou, hag éz éjon̄t enn hen̄t diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou. ———— III. PENNAD. Nivérérez al Lévited.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 1:19Evel m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez. Nivéret é oen̄t é distrô Sinai.
Numbers 2:2Bugalé Israel a ziazézô hô c’hamp war-drô da dabernakl ar gévrédigez, hervez hô strolladou, hô arwésiou, hag hô baniérou, diouc’h hô ziez hag hô c’héren̄tiézou.
Numbers 10:28Chétu reiz kampou bugalé Israel hervez hô ban̄dennou, pa en em lékéan̄t enn hen̄t.
Numbers 23:21N’eûz kéd a idol é Jakob, ha na wéleur két a skeûden é Israel. Ann Aotrou hé Zoué a zô gan̄t-han̄ hag é kléveur enn hô zouez soun gounid hô roué.
Numbers 24:5Péger kaer eo da dinellou, ô Jakob, ha da deltou, ô Israel!
Luke 1:6Gwirion é oan̄t hô-daou dirak Doué, ha kerzoud a réan̄t é gourc’hémennou hag é lézennou ann Aotrou gan̄d dinamded.