The Bible Software
Niveroù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Niveroù 10

1Aon Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

2Grâ évid-od diou drompiḻ arc’han̄t gréat gan̄d ar morzol, gan̄t péré é helli dastumi ann holl bobl pa vézô réd sével ar c’hamp.

3Ha p’az pézô lékéat da zeni ann drompiḻou-zé, ann holl bobl en em zastumô war da drô é-tâl dôr tabernakl ar gévrédigez.

4Ma na zonez néméd eur wéach, é teûi d’az kavout prin̄sed ha pennou Israel.

5Hôgen mar sonez pelloc’h-amzer, ha mar d-eo skiltroc’h ar son, é savô da gen̄ta hô c’hamp ar ré a zô war-zû ar sâv-héol.

6Da eil zon ann drompiḻ, ha pa glévin̄t eunn (T) trouz hen̄vel oud ann trouz ken̄ta, ar ré a zô war-zû ar c’hrésteiz a blégô hô zeltou; hag ar ré all a rai ann hévélep trâ, pa zonô trompiḻou ann diskampérez.

7Hôgen pa vézô réd dastumi ar bobl, é vézô kompez son ann drompiḻou, ha na zonin̄t két skiltr.

8Ar véleien, mipieo Aaron, a zonô ann drompiḻou; al lézen-zé a vézô peûr-baduz enn hô kwennou.

9Mar d-it er-méaz eûz hô prô évit brézélékaat oud hoc’h énébourien péré a stourm ouz-hoc’h, é réot eur son skiltr gan̄d ann drompiḻou, hag ann Aotrou hô Toué en dévézô koun ac’hanoc’h, évid hô tenna eûz a zaouarn hoc’h énébourien.

10Pa réot banvez, pa lidot deisiou goél, pé ann deisiou ken̄ta eûz ar misiou, é sonot ann drompiḻou war ar sakrifisou-losk ha war ann hostivou a béoc’h, évit ma vézin̄t da goun d’é-hoc’h eûz hô Toué. Mé zô ann Aotrou, hô Toué.

11Enn eil vloaz, enn eil viz, enn ugen̄tved deiz eûz ar mîz, é savaz ar goabren diwar dabernakl ar gévrédigez;

12Ha bugalé Israel a iéaz enn hen̄t, eûz a zistrô Sinai, hervez hô ban̄dennou, hag ar goabren a arzaôaz é distrô Faran.

13Hag ar ré a zavaz da gen̄ta hô c’hamp, hervez gourc’hémenn ann Aotrou dré c’hénou Moizez,

14A oé mipien Juda, hervez hô ban̄dennou, a béré édô prin̄s Nahason, mâb Aminadab.

15Natanael, mâb Suar, a oa prin̄s breûriez mipien Isakar,

16Éliab, mâb Hélon, a oa prin̄s breûriez Zabulon.

17Hag ô véza bét disteñet ann tabernakl, mipien Gerson ha Mérari a zougaz anézhan̄, hag a iéaz enn hen̄t.

18Mipien Ruben a iéaz goudé, hervez hô ban̄dennou hag hô reiz; Hélisur, mâb Sédéur, a oa da brin̄s d’ézhô.

19Salamiel, mâb Surisaddai, a oa prin̄s breûriez mipien Siméon.

20Éliasaf, mâb Duel, a oa prin̄s breûriez Gad.

21Ar C’haatited a iéaz goudé, ô tougen ar san̄tuar; dougen a réad ann tabernakl, kén na vijed deûet d’al léac’h é péhini é tlié beza savet.

22Mipien Éfraim a zavaz ivé hô c’hamp, hervez hô ban̄dennou, hag Élisama, mâb Ammiud, a oa da brin̄s d’ézhô.

23Gamaliel, mâb Fadasur, a oa prin̄s breûriez mipien Manasé.

24Abidan, mâb Gédéon, a oa prin̄s breûriez Ben̄jamin.

25Ar ré zivéza eûz ann holl c’hampou péré én em lékéaz enn hen̄t, eo mipien Dan; mon̄t a réjon̄t hervez hô ban̄dennou, hag Ahiézer, mâb Ammisaddai, a oa da brin̄s d’ézhô.

26Fégiel, mâb Okran, a oa prin̄s breûriez Aser.

27Ahira, mâb Enan, a oa prin̄s breûriez Neftali.

28Chétu reiz kampou bugalé Israel hervez hô ban̄dennou, pa en em lékéan̄t enn hen̄t.

29Neûzé Moizez a lavaraz da Hobab, mâb Ragel, ar Madianitad, hé gar-nés: Mon̄d a réomp d’al léac’h a dlé rei ann Aotrou d’é-omp; deûz gan-é-omp, évit ma raimp vâd d’id; râg ann Aotrou en deûz lavaret é rôjé madou da Israel.

30Hag Hobab a lavaraz d’ézhan̄: N’az inn két gan-éz; hôgen distrei a rinn em brô, e péhini ounn bét ganet.

31Ha Moizez a lavaraz d’ézhan̄: N’hon dilez két! râk té a oar é pé lec’hiou é tléomp sével hor c’hamp enn distrô, ha té a vézô da réner d’é-omp.

32Ha pa vézi deûet gan-é-omp, é rôimp d’id ar gwella eûz a gémen̄d vâd a rôi ann Aotrou d’é-omp.

33Mon̄d a réjon̄d éta eûz a vénez ann Aotrou, hag é kerzchon̄t é-pâd tri dervez; hag arc’h kévrédigez ann Aotrou a iéa enn hô raok, ô verka al léac’h é péhini é tlien̄t kampa héd ann tri deiz-zé.

34Koabr ann Aotrou a oa ivé war-n-ézhô héd ann deiz épad ma kerzent. (M).

35Ha pa zaved ann arc’h, é lavaré Moizez: Saô, Aotrou; ra vézô skiñet da énébourien, ha ra dec’hô dira-z-od ar ré a gasa ac’hanod.

36Ha pa vézé diazézet ann arc’h, é lavaré: Distrô, Aotrou, étrézek niver-brâz armé Israel. ———— XI. PENNAD. Krôz ann Israélited. Doué a lavar dibaba dék dén ha tri-ugen̄t évit skoazia Moizez.

← Niveroù 9Read In The App, Free →Niveroù 11 →

Study Niveroù 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536