Niveroù 11:20
Hôgen é-pâd eur mîz a zeisiou, kén na zeûi er-méaz eûz hô tifron, ha ma trôi é heûg d’é-hoc’h; ô véza ma hoc’h eûz distolet ann Aotrou péhini a zô enn hô kreiz, ha ma hoc’h eûz gwélet dira-z-han̄, ô lavarout: Pérâg omp-ni deûet er-méaz eûz ann Éjipt?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:3Plijet gan̄d Doué é vemp bét marô enn Éjipt; ha plijet gan̄t-han̄ é teûjemp da zizeria enn distrô brâz-man̄, ha n’hol lakajé két da von̄t enn douar-zé, gan̄d aoun na vemp diskaret gan̄d ar c’hlézé, ha na vé kaset hor gragez hag hor bugalé é sklavérez. Ha né két gwell distrei d’ann Éjipt?
Numbers 16:13Ha n’eo két a-walc’h d’id béza hol lékéat er-méaz eûz ann douar é péhini é rédé al léaz hag ar mél, évid hôl lakaad da vervel enn distrô, hép don̄t d’hon aotrounia?
Numbers 21:5Hag ô komza oud Doué ha Moizez, é lavaraz: Pérâg éc’h eûz-té hon tennet eûz ann Éjipt, évit ma varvchemp enn distrô? Bara hon eûz ézomm, n’hon eûz kéd a zour. Hor c’haloun é deûz heûg oc’h ar boed dister-zé. (T).